Levr Hoshea 12:2
Ha bréma hô deûz péc’het gwasoc’h: gréat hô deûz gan̄d hô arc’han̄t skeûdennou teûz hén̄vel oud idolou gréat holl gan̄d eur michérour: ha râk-sé hî a lavar: O tûd, c’houi péré a azeûl al leûéou, grît sakrifisou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Pa gomzaz Éfraim, é krogaz ann heûz é Israel; hag hén̄ a béc’haz gan̄t Baal, hag a varvaz.
Cross References
Job 15:2Ann dén fûr hag hén̄ a dlé respoun̄ta ével pa gomché oud ann avel, ha leûnia hé galoun a c’hrouez?
Ecclesiastes 5:15Klén̄ved truézuz-brâz; ével ma eo deûet, é tistrôiô. Pétrâ éta a dâl d’ézhan̄ béza labouret enn avel?
Isaiah 8:7Rak-sé chétu ann Aotrou a gasô war-n-ézhô douréier brâz hag herruz ar ster, roué ann Assiried gan̄d hé holl c’hloar: hag hî a zavô a bép tû dreist hé gân, hag a rédô enn tu all d’hé c’hlan̄ou holl,
Isaiah 10:12Chétu pétrâ a c’hoarvézô: Pa en dévézô ann Aotrou sévénet hé holl ôberiou war vénez Sion, hag é Jéruzalem, é emwélinn frouez kaloun balc’h ar roué Assur, ha gloar uc’helded hé zaoulagad.
Isaiah 30:6Râg ann dén diskian̄t a lavarô traou diboell, hag hé galoun a rai fallagriez, évit peûr-ôber ann drouk a guzé, évit komza oud ann Aotrou gan̄t trubardérez, évit lakaad da fata éné ann dén naounek, ha lémel ann dour digan̄d ann dén en deûz sec’hed.