Levr Hoshea 12
1Pa gomzaz Éfraim, é krogaz ann heûz é Israel; hag hén̄ a béc’haz gan̄t Baal, hag a varvaz.
2Ha bréma hô deûz péc’het gwasoc’h: gréat hô deûz gan̄d hô arc’han̄t skeûdennou teûz hén̄vel oud idolou gréat holl gan̄d eur michérour: ha râk-sé hî a lavar: O tûd, c’houi péré a azeûl al leûéou, grît sakrifisou.
3Râk-sé é vézin̄t ével koabr ar min̄tin, hag ével ar glîz a drémen gan̄d ar min̄tin, hag ével ar poultr a zô c’houézet diwar al leûr gan̄d eur gorven̄ten, hag ével ar môged a zâv diwar ann oaled.
4Hôgen mé eo ann Aotrou da Zoué, en deûz da dennet eûz a zouar ann Éjipt: na anavézi két Doué all néméd-oun, ha n’eûz salver é-bed néméd-oun.
5Mé em eûz da anavézet enn distrô, enn eunn douar séac’h-brâz.
6En em leûniet, en em walc’het hô deûz é-kreiz hô feûrvan: hag hî hô deûz savet hô c’haloun, hag hô deûz va an̄kounac’héet.
7Hôgen mé a vézô évit-hô ével eul léonez, ével eul léonpard war hen̄t ann Assiria.
8Hô diarbenna a rinn ével eunn oursez a zô bét skrapet hé oursédigou digan̄t-hi, hag é tiroginn hô bouzellou: hag énô é loun̄kinn anézhô ével eul léon; ha léoned ar mésiou hô diframmô.
9Té da-unan, ô Israel, eo da gollidigez: hôgen enn-oun éma da gen-ners.
10Ma éma da roué? ra zieûbô bréma ac’hanod enn da holl gériou; hag ivé da varnérien, diwar-benn péré éc’h eûz lavaret: Rô d’in eur roué, ha prin̄sed? ll. Eur roué em eûz rôet d’id em buanégez, hag é laminn anézhan̄ digan-ez em frouden.
12Éréet eo fallagriez Éfraim, kuzet eo hé béc’hed.
13Gwen̄trou eur c’hreg é gwilioud a zeûi d’ézhan̄: mâb diskian̄t eo; hôgen hén̄ a gouézô ivé gan̄d hé vipien.
14Eûz a zourn ar marô é tieûbinn anézhô, eûz ar marô é aspréninn anézhô: da varô é vézinn, ô marô; da groûg é vézinn, ô ifern: kuzet eo ann dizoan ouz va daoulagad.
15Râg hén̄ a rannô ar breûdeûr étré-z-hô; ann Aotrou a lakai da zével eûz ann distrô eunn avel lesdikik, a zizéc’hô hé c’houériou, hag a lakai hé feun̄tenniou da hesk. Hag hén̄ a skrapô d’ézhan̄ hé den̄zor, hag hé holl listri talvouduz. ———— XIV. PENNAD Ar profed a erbéd Israel da zistrei ouc’h Doué.