Levr Hoshea 13:10
Piou a zô fûr hag a boell kémen̄t-man̄? Piou a zô poellek hag a oar anézhô? Râg éeun eo hen̄chou ann Aotrou, hag ann dûd reiz a valéô enn-hô; hôgen ar ré fallagr a gouézô enn-hô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 2:16Hag ann Aotrou a lékéaz barnerien da zével évid hô zenna eûz a zaouarn ar ré a waské war-n-ézhô; hôgen na fellaz két d’ézhô hô sélaoui.
1 Samuel 8:7Ha Saül a lavaraz d’hé baotr: Déomp dî; hôgen pétrâ a gasimp-nî d’ann dén Doué? N’eûz ked a vara enn hor seier: ha n’hon eûz nag arc’han̄t, na nétrâ all é-béd da rei d’ann dén Doué.
1 Samuel 12:11Ha Samuel a lavaraz d’ézhan̄: Pétrâ éc’h eûz-té gréat? Ha Saül a lavaraz: O véza ma em eûz gwélet pénaoz ar bobl a belléé diouz-in, ha né oaz két deûet en deiz éz pôa lavaret, ha ma oa en em zastumet ar Filistined é Mac’hmas;
Psalms 44:4Té a zô ivé va roué ha va Doué: té péhini éc’h eûz dieûbet Jakob gan̄d da c’hourc’hémenn.
Psalms 74:12Koulskoudé Doué péhini a zô hor roué, pell-brâz zô, en deûz hor savétéet é-kreiz ann douar.