Levr Hoshea 13
1Ra vézô dispennet Samaria, ô véza ma é deûz douget hé Doué d’ar c’houervder: ra gouézin̄t dindân ar c’hlézé: ra vézô friket hô bugaligou; ra vézô faoutet kôv ar gragez brazez.
2Distrô, Israel, étrézég ann Aotrou da Zoué; râg gan̄d da fallagriez eo oud kouézet.
3Kémérit geriou gan-é-hoc’h, ha distrôit étrézég ann Aotrou; ha livirid d’ézhan̄: Tenn diouz-omp ann holl fallagriézou, ha digémer hor mâd: ha nî a rôi d’id da leûéou sakrifiz hor muzellou.
4Assur na zieûbo két ac’hanomp; na biñimp két war hor c’hézek; ha na livirimp mui da labour hon daouarn: C’houi eo hon douéed: râg enn-ot-té ann emzivad a gavô trugarez.
5Iac’haad a rinn hô gouliou, hô c’haroud a rinn a galoun c’houék; ô véza ma vézô distrôet va frouden diwar-n-ézhô.
6Ével ar glîz é vézinn é-kén̄ver Israel; hégina a rai ével al lili; he c’hrisiou a lédô ével gwéz al Liban.
7Hé skourrou a greskô, hag hé c’hloar a vézô ével eur wézen-olived, hag ar c’houés anézhan̄ ével ézan̄s al Liban.
8Ar ré a azézô dindân hé skeûd a vézô trôet: névézi a rain̄t ével ann éd, hégina a rain̄t ével ar winien: ar vrud anézhan̄ a vézô ével hini gwîn al Liban.
9Éfraim, pétrâ a vézô hivizikenn étré mé hag ann idolou? Mé a zélaouô out-han̄, mé hé lakai da greski ével eur wézen-sapr glâz: enn-oun é kavi da frouez.
10Piou a zô fûr hag a boell kémen̄t-man̄? Piou a zô poellek hag a oar anézhô? Râg éeun eo hen̄chou ann Aotrou, hag ann dûd reiz a valéô enn-hô; hôgen ar ré fallagr a gouézô enn-hô.