Levr Hoshea 2:3
Gan̄d aoun na ziwiskfenn anézhi enn noaz, ha n’hé lakajenn da véza ével é deiz hé ganédigez, n’hé lakajenn da véza ével eunn distrô, n’hé lakajenn da véza ével eunn douar dihen̄t, ha n’hé lazchenn gan̄d ar zéc’hed.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Ha n’em bézô két a druez oud hé bugalé: ô véza ma in̄t bugalé a c’hadélez.
Cross References
Judges 15:18Hag ô véza deûet da gaout eur sec’hed brâz, é c’harmaz oud ann Aotrou hag é lavaraz: Té éc’h eûz rôet da zourn d’as servicher enn dieûb brâs-man̄ hag enn tréac’h: ha chétu é varvann gan̄d ar séc’hed hag é kouézinn étré daouarn ar ré zienwadet.
Isaiah 33:9Na vézô két a léon énô, na biñô két enn-han̄ a loen ferô, ha na choumô két énô; ar ré a vézô bét dieûbet a gerzô dré-z-han̄.
Isaiah 64:10En em laouénait gan̄t Jéruzalem, ha tridit gan̄t-hi, c’houi holl péré a gâr anézhi: en em laouénaid holl gan̄t-hi, c’houi péré a lén̄v diwar hé fenn:
Jeremiah 2:31Klévit gér ann Aotrou: Hag eunn distrô ounn deûet évid Israel, pé eunn douar divézad? Pérâg éta en deûz lavaret va fobl: Mon̄d a réomp kuît, na zeûimp mui étrézég enn-od?
Jeremiah 12:10Ar bobl drouk-zé, péré na fell két d’ézhô sélaoui va gériou, péré a gerz é diroll hô c’haloun, hag a ia war-lerc’h douéed a-ziavéaz, évid hô servicha hag hô azeûli; hag hî a vézô hén̄vel oud ar gouriz-zé, péhini n’eo-mâd da nétrâ.