The Bible Software
Levr Hoshea · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Hoshea 2

1Livirit d’hô preûdeûr: Va fobl; ha d’hô c’hoar: Trugarez hoc’h eûz bét.

2Tamallit ho mamm, tamallit: ô véza n’éo mui va grég, ha n’ounn mui hé ozac’h; ra dennô hé gadélésiou a zira-z-hi, hag hé avoultriézou eûz a greiz hé divroun.

3Gan̄d aoun na ziwiskfenn anézhi enn noaz, ha n’hé lakajenn da véza ével é deiz hé ganédigez, n’hé lakajenn da véza ével eunn distrô, n’hé lakajenn da véza ével eunn douar dihen̄t, ha n’hé lazchenn gan̄d ar zéc’hed.

4Ha n’em bézô két a druez oud hé bugalé: ô véza ma in̄t bugalé a c’hadélez.

5Râg hô mamm a zô en em rôet d’ar c’hadélez; saotret éo bét ann hini é deûz hô en̄géhen̄tet: râk lavaret é deûz: Mon̄d a rinn war-lerc’h va c’haran̄tésiou, péré a rô d’in va bara ha va dour, va gloan ha va lîn, va éôl ha va braoued.

6Râk-sé chétu é kaéinn da hen̄t gan̄d drein, hé gaéa a rinn gan̄t berniou mein, ha na gavô két hé gwénodennou.

7Hag hî a iélô war-lerc’h hé c’haran̄tésiou, ha n’hô zizô két; hag hî hô c’hlaskô, ha n’hô c’havô két; hag é lavarô: Mon̄d a rinn, hag é tistrôinn étrézé va ozac’h ken̄ta: râg gwell é oa d’in neûzé égét bréma.

8Ha n’é deûz két gwézet-hî pénaoz eo mé em eûz rôet d’ézhi éd, ha gwîn, hag éôl, hag em eûz roet d’ézhi ann holl arc’han̄t hag ann holl aour; é deûz aozet évit Baal.

9Rak-sé é tistrôinn, hag é askémérinn va éd enn hé amzer, ha va gwîn enn hé amzer, hag é tieûbinn va gloan ha va lîn, a c’hôlôé hé mézégez.

10Ha mé a ziskouézô bréma hé follen̄tez dirâg hé c’haran̄tésiou: ha dén n’hé zennô eûz va dourn.

11Ha mé a lakai da éhana hé holl lévénez, hé gwéliou, hé loariou-nevez, hé sabbatou, hag hé holl lidou.

12Ha mé a wastô hé gwini, hag hé gwéz-fiez, diwar-benn péré é deûz lavaret: Chétu va gôbrou, a zô bét rôet din gan̄t va c’haran̄tésiou: ha mé hé lakai da eur c’hoad, ha loéned ar mésiou hé débrô.

13Ha mé a emwélô anézhi enn abek da zeisiou Baalim, é péré é tevé ézan̄s, hag é lékéé hé lagadennou-skouarn, hag hé c’helc’hen, hag éz éa war-lerc’h hé c’haran̄tésiou, hag é an̄kounac’héé ac’hanoun, émé ann Aotrou.

14Râk-sé chétu é hoalinn anézhi, hag é kasinn anézhi enn distrô, hag é komzinn oud hé c’haloun.

15Ha mé a rôi dézhi hé gwinierien eûz ann hévélep léac’h, ha traon̄ien Ac’hor évid digeri hé géd: hag hî a ganô énô ével é deisiou hé iaouan̄ktiz, hag ével enn deiz é péhini é piñaz eûz a vrô ann Éjipt.

16Enn deiz-zé, émé ann Aotrou, é c’halvô ac’hanoun va ozac’h, ha n’am galvô mui Baali.

17Ha mé a dennô hanvou Baalien eûz hé génou, ha n’é dévézô mui a goun eûz hô hanô.

18Ha mé a lakai da zével enn deiz-zé kévrédigez étré-z-hô ha loéned ar mesiou; hag evned ann en̄v, ha loéned-stlej ann douar: ar wareg, ar c’hlézé, hag ar brézel a vrévinn diwar ann douar: hag é likiinn anézhô da c’hourvéza héb aoun.

19Ha mé az kémérô da bried d’in da-vikenn: ha mé az kémérô da bried d’in gan̄t reizded, ha gan̄t barn, ha gan̄t truez, ha gan̄t trugarézou.

20Ha mé az kémérô da bried d’in gan̄t féalded: ha té a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

21Hag enn deiz-zé é sélaouinn, émé ann Aotrou, é sélaouinn oud ann én̄vou, hag hî a zélaouô oud ann douar.

22Hag ann douar a zélaouô oud ann éd, hag oud ar gwîn, hag oud ann éôl, hag ar ré-man̄ a zélaouô out Jezrahel.

23Ha mé hé lakai da ziwana eûz ann douar évid-oun, hag em bézô truez oud ann hini a zô bét didruez.

24Ha mé a lavarô d’ann hini ha na oa két va fobl: Va fobl oud: hag hén̄ a lavarô: Va Doué oud. ———— III. PENNAD Doué a c’hourc’hémenn d’ar Profed karoud adarré eur c’hrég avoultr.

← Levr Hoshea 1Read In The App, Free →Levr Hoshea 3 →

Study Levr Hoshea 2

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234567891011121314