Levr Hoshea 4:10
Dibri a rain̄t, ha na vézin̄t két gwalc’het: d’ar c’hadélez in̄t en em rôet; ha n’hô deûz két éhanet: ô véza ma hô deûz dilézet ann Aotrou, ha n’hô deûz két miret hé lézen.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
11Ar c’hadélez, ar gwîn, hag ar vézven̄ti a laka da golla ar c’haloun.
Cross References
Leviticus 26:26Goudé m’am bézô torret hô pâz, mé lavar hô para (T), enn hévélep doaré ma poazô dék grég bara enn eur fourn hép-kén, hag é rôin̄t anéz-han̄ diouc’h ar pouéz; na c’houi a zebrô, ha n’hô pézô két hô kwalc’h.
Psalms 36:3Geriou hé c’hénou n’int némét fallagriez ha touellérez; né két bét fellet d’ézhan̄ deski ôber ar mâd.
Proverbs 13:25Ann dén reiz a zebr, hag a leûn hé éné; hôgen kôv ar ré fallagr ne d-eo két évit kaout hé walc’h. ———— XIV. PENNAD. Labour. Doujan̄s ann Aotrou. Habaskded.
Jeremiah 9:12Hén̄ eo en deûz gréat ann douar gan̄d hé ners, en deûz startéet ar béd gan̄d hé furnez, en deûz astennet ann én̄vou gan̄d hé boell.
Ezekiel 18:24Hôgen mar tistrô ann dén reiz dioud hé reizded, mar grâ ar fallagriez, ha ma heuḻ ann argarzidigézou a ra peûrvuia ann dén fallagr, hag hén̄ a vévô? Ann holl reizdédou en dôa gréat a vézô an̄kounac’héet; enn hé wall hag enn hé béc’hed é varvô.
Hosea 9:11Éfraim a zô eunn ounner zesket a gâr dourna ed; hôgen mé a lakai eur geô war hé chouk kaer: piña a rinn war Éfraim, Juda a arô, ha Jakob a ogédô hé irvi.