Levr Hoshea 4
1Sélaouit gér ann Aotrou, bugalé Israel, râg ann Aotrou a ia da varna tûd ann douar: râk n’eûz két a wirionez, n’eûz két a drugarez, n’eûz két a wiziégez Doué war ann douar-zé.
2Ann touadellou, ar gevier, al lazérez, al laéron̄si, hag ann avoultriez a zô dic’hlannet, hag ar goad en deûz tizet ar goad.
3Rak-sé é vézô g1ac’haret ann douar-zé, ha kémen̄d a choum enn-han̄ a vézô gwanet, ha léoned ar mesiou, kerkoulz hag evned ann én̄v: pesked ar môr ivé a vézô kéflusket.
4Koulskoudé na varnô két pép-hini, ha dén na damallô: râk da bobl a zô ével ar ré a éneb oud ar véleien.
5Râk-sé é kouézi hiriô, hag ar profed a gouézô ivé gan-éz: lékéat em eûz da vamm da dével enn nôz.
6Va fobl a davô, ô véza n’en deûz két bét a wiziégez: dré ma éc’h eûz distolet ar wiziégez, é tistolinn ac’hanod, évit na vézi két da vélek d’in: ével ma éc’h eûz an̄kounac’héet lézen da Zoué, é an̄kounac’hainn ivé da vugalé.
7Ével m’hô deûz péc’het em énep, dré ma in̄t deûet da baotta, é trôinn hô gloar é mézégez.
8Péc’héjou va fobl a zebrin̄t, hag é ken̄dalc’hin̄t hô énéou enn hô fallagriez.
9Ével d’ar bobl é vézô d’ar bélek: hag é emwélinn anézhan̄ hervez hé hen̄chou, hag hé vénosiou a zistolinn d’ézhan̄.
10Dibri a rain̄t, ha na vézin̄t két gwalc’het: d’ar c’hadélez in̄t en em rôet; ha n’hô deûz két éhanet: ô véza ma hô deûz dilézet ann Aotrou, ha n’hô deûz két miret hé lézen.
11Ar c’hadélez, ar gwîn, hag ar vézven̄ti a laka da golla ar c’haloun.
12Va fobl en deûz goulennet kuzul digan̄d hé goat, hag hé vâz é deûz diouganet d’ézhan̄: râg ar spéred a c’hadélez en deûz hô zouellet; hag hî a zô en em zaotret ô pellaad diouc’h hô Doué.
13War lein ar ménésiou é réan̄t sakrifisou, ha war ar c’hrec’hiennou é teven̄t ézan̄s: dindân ann derô hag hag élô, hag ar gwéz sapr, ô véza ma oa mâd hô skeud: râk-sé hô merc’hed en em rôi d’al loustoniou hag hô kragez d’ann avoultriez.
14Na emwélinn két war hô merc’hed pa en em rôin̄t d’al loustoniou, na war hô kragez pa en em rôin̄t d’ann avoultriez: râg ar ré-zé hô-unan a heûḻ ar merc’hed fall, hag a râ sakrifisou gan̄t tud laosk; hag ar bobl diskian̄t a vézô gwanet.
15Ma en em roez d’ar c’hadélez, té Israel, da-vihana na béc’hét két Juda: n’az ît két da C’halgala, ha na biñit két da Vétaven: ha na livirit két enn eur doui: Béô eo ann Aotrou.
16Râk distrôet eo Israel ével eunn ounner a gâr saḻa; neûzé ann Aotrou hô faskô, ével eunn oan enn éc’honder
17Éfraim en deûz kéméret hé idolou évid hé lôd: dilez-hén̄.
18Rannet eo hô banvez, d’ar c’hadélez in̄t en em rôet: hé warézerien a zô dâ gan̄t-hô hé vézékaat.
19Ann avel hé éréô war hé ziou-askel, hag hî a vézô mézékéet enn abek d’hô sakrifisou. ———— V. PENNAD Gourdrouzou Doué a-éneb ar véleien, ar brin̄sed, hag ar bobl a Israel. l. Sélaouit ann dra-man̄, béleien; likit évez, tî Israel; ha rôit skouarn, tî ar roué: râg éma ar varn war-n-hoc’h, ô véza ma oc’h deûet da lindâg er wéré, ha da roued lédet war ann Tabor. 2 Ann hostivou hoc’h eûz distrôet enn dounder: ha mé em eûz hô tamallet eûz a gémen̄t-sé holl. 3 Mé a anavez Éfraim, hag Israel né két kuzet ouz-in: pénaoz bréma en em rô Éfraim d’ar c’hadélez, hag eo en em zaotret Israel. 4 Na rôin̄t két hô ménosiou da zistrei oud hô Doué, ô véza ma éma ar spéred a c’hadélez enn hô c’hreiz, ha na anavézon̄t két ann Aotrou. 5 Ha balc’hder Israel en em ziskouez war hé zremm; hag Israel hag Éfraim a gouézô enn hô fallagriez, ha Juda ivé a gouézô gan̄t-hô. 6 Gan̄d hô dén̄ved, ha gan̄d hô éjenned éz ain̄t da glaskout ann Aotrou, ha n’her c’havin̄t két: en em dennet eo diout-hô. 7 Lézen ann Aotrou hô deûz torret, ô véza ma hô deûz ganet mipien a-ziavéaz: abenn eur miz ac’hann é vézin̄t dispennet gan̄t kémen̄t a zô d’ézhô. 8 Sounit gan̄d ar c’horn é Gabsa, ha gan̄d ar c’horn-boud é Rama: iouc’hit é Bétaven, ha war da lerc’h, Benjamin. 9 Éfraim a vézô glac’haret é deiz hé gastiz: é breûriézou Israel em eûz diskouézet va gwirionez. 10 Prin̄sed Juda a zô deûet ével ar ré a loc’h ann harzou: skuḻa a rinn war-n-ézhô va buanégez ével dour. 11 Tamallou é-gaou a c’houzan̄vô Éfraim; gan̄d ar varn é vézô man̄tret; ô véza ma en deûz déraouet heûlia al lousdoni. 12 Râk-sé ounn ével eunn tartouz évid Éfraim, hag ével breinadurez évit tî Juda. 13 Hag Éfraim a wélaz hé zinerzded, ha Juda hé chaden: hag Éfraim a iéaz étrézég Assur, hag a gasaz da gavout eur roué évid hé warézi: hôgen hén̄ na hellô két hô iac’haat, na terri hô chaden. 14 Râk mé a vézô ével eul léonez évid Éfraim, hag ével eul léonik évit tî Juda: mé, mé a grogô enn-han̄, hag a iélô kuît: hé gâs a rinn gan-én̄, ha dén n’hé skrapô diouz-in. 15 Mé a iélô hag a zistrôi d’am léac’h: kén na zeûot da fallaat, ha da glaskout va dremm. ———— VI. PENNAD Bugalé Israel enn hô glac’har a hastô distrei oud ann Aotrou.