Levr Hoshea 4:12
Va fobl en deûz goulennet kuzul digan̄d hé goat, hag hé vâz é deûz diouganet d’ézhan̄: râg ar spéred a c’hadélez en deûz hô zouellet; hag hî a zô en em zaotret ô pellaad diouc’h hô Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
11Ar c’hadélez, ar gwîn, hag ar vézven̄ti a laka da golla ar c’haloun.
Cross References
Leviticus 17:7Ha bikenn mui na lazin̄t hô hostivou d’ann diaoulou, gan̄t péré in̄t en em zaotret. Ann dra-zé a vézô reiz ha peûr-baduz évit-hô hag évid hô nésted.
Numbers 15:39Évit pa wélin̄t kémen̄t-sé, ma teûi da goun d’ézhô eûz a holl c’hourc’hémennou ann Aotrou, ha na heûlin̄t két hô ménosiou nag hô daou-lagad péré en em zaotr é meûr a drâ;
Judges 18:5Neûzé ar ré-man̄ a bédaz anézhan̄ da gémérout kuzul digan̄d ann Aotrou, évit mac’h helfen̄t gouzout hag hî a vijé euruz enn hô hen̄t hag a zeûjé (T) a-benn eûz hô dézô.
Jeremiah 2:27Péré hô deûz lavaret d’ar c’hoat: Va zâd oud; ha d’ar méan: Va ganet éc’h eûz: trôed hô deuz hô c’hein d’in, ha nann hô dremm; hag é amzer hô an̄ken é livirin̄t: Saô, ha dieub ac’hanomp.