Levr Hoshea 9:1
Eur winien varrek é oa Israel, kalz a frouez en doa ivé: hervez al lôd brâz eûz hé frouez en deûz paottet hé aoteriou, hervez ann druzôni eûz hé zouar, en deûz muiet hé idolou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 22:12Hag hén̄ en deûz lavaret: Gwerc’hez péhini a dlé béza gwallet, merc’h Sidon, na fougéi mui; saô ha kéa dré vôr bété Kétim; ha na gavi két zôkén a éhan énô.
Jeremiah 2:20Adaleg ar penn-kenta éc’h eûz torret va ieô, éc’h eûz dispennet va chadennou, hag éc’h eûz lavaret: Na zervichinn két, hag ével eur c’hrég fall oud én em zaotret war bép krec’hien uc’hel, ha dindân pép gwézen deliaouek.
Lamentations 4:21Trîd, hag en em laouéna, merc’h Édom, té péhini a choum é douar Hus: bétég enn-od é teûi ivé ar c’hôp; mezviet é vézi, ha lékéat enn noaz. THAU.
Ezekiel 16:30Pénaoz é c’hlaninn-mé da galoun, émé ann Aotrou Doué, pa éc’h eûz gréat kémen̄t-sé, ével eur c’hrég gadal ha divézet?
Ezekiel 20:32Na vézô két sévénet ménoz hô spéred, pa livirit: Nî a vézô ével ar brôadou, hag ével ar boblou a1l eûz ann douar, hag éc’h azeûlimp ar c’hoat hag ar vein.
Hosea 2:12Ha mé a wastô hé gwini, hag hé gwéz-fiez, diwar-benn péré é deûz lavaret: Chétu va gôbrou, a zô bét rôet din gan̄t va c’haran̄tésiou: ha mé hé lakai da eur c’hoad, ha loéned ar mésiou hé débrô.