The Bible Software
Levr Hoshea · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Hoshea 9

1Eur winien varrek é oa Israel, kalz a frouez en doa ivé: hervez al lôd brâz eûz hé frouez en deûz paottet hé aoteriou, hervez ann druzôni eûz hé zouar, en deûz muiet hé idolou.

2En em rannet eo hô c’haloun, bréma é vézin̄t dispennet: hén̄ a vrévô hô idolou, hag a ziskarô hô aoteriou.

3Râk neûzé é livirin̄t: N’hon eûz két a roué, ô véza na zoujomp két ann Aotrou: ha pétrâ a rajé eur roué évid-omp?

4Komzit eûz ar gwélédigésiou gaou; grît kévrédigez: ar varn a darzô ével al louzou c’houerô war irvi ar parkou.

5Tud Samaria hô deûz azeûlet bioc’h Bétaven: râg hé bobl en deûz gwélet diwar hé fenn, hag ar véleien a viré hé zî, a ioa en em laouénéet eûz hé gloar, pa eo bét kaset diout-hô.

6Hi ivé a zô bét dizouget enn Assiria, ha rôet d’ar roué ven̄jer: Éfraim a vézô gôlôet a véz, hag Israel a rusiô eûz hé wall ioulou.

7Samaria é deûz lékéat hé roué da dréménout, ével ann éon war c’horré ann dour.

8Lec’hiou-uc’hel ann idol, péc’hed Israel a vézô dispennet: ar zérégen hag ann askol a greskô war hô aoteriou: ha hî a lavarô d’ar ménésiou: Gôlôit ac’hanomp; ha d’ann traon̄iennou: Kouézit war-n-omp.

9Abaoé deisiou Gabaa en deûz péc’het Israel: énô é arzaôchon̄t; hôgen ar brézel hô deûz bét é Gabaa out mipien ar fallagriez, na dizô két anézhô.

10Hô c’hastiza a rinn hervez va ioul: évit kastiza hô diou fallagriez, en em strollô ar bobl enn hô énep.

11Éfraim a zô eunn ounner zesket a gâr dourna ed; hôgen mé a lakai eur geô war hé chouk kaer: piña a rinn war Éfraim, Juda a arô, ha Jakob a ogédô hé irvi.

12Hadit évid-hoc’h er reizded, ha médit enn drugarez; difraostit hô touar: râg éma ann amzer da glask ann Aotrou, pa zeûi da zeski d’é-hoc’h ar reizded.

13Aret hoc’h eûz ann drougiez, hag hoc’h eûz médet ar fallagriez; frouez ar gevier hoc’h eûz débret; ô véza ma éc’h eûz lékéat da fisian̄s enn da hen̄chou, hag enn niver brâz eûz da vrézélidi.

14Sével a rai kéflusk é-touez da bobl; ha da holl geriou kré a vézô dispennet, ével ma oé dispennet Salmana er brézel a réaz d’ézhan̄ ann hini a ziskaraz aoter Baal; hag ar vamm a vézô flastret war hé bugalé.

15Ével-sé en deûz gréat Bétel d’é-hoc’h, enn abek d’hô kwall fallagriézou. ———— XI. PENNAD Disléalded bugalé Israel hag hô c’hastiz.

← Levr Hoshea 8Read In The App, Free →Levr Hoshea 10 →

Study Levr Hoshea 9

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234567891011121314