Levr Hoshea 9:13
Aret hoc’h eûz ann drougiez, hag hoc’h eûz médet ar fallagriez; frouez ar gevier hoc’h eûz débret; ô véza ma éc’h eûz lékéat da fisian̄s enn da hen̄chou, hag enn niver brâz eûz da vrézélidi.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 27:14Ha pa vé brâz ann niver eûz hé vipien, é tréménin̄t holl dindân ar c’hléze, hag hé vipien bihan n’hô dévézô két hô gwalc’h a vara.
Lamentations 2:22Galvet éc’h eûz, ével énn eunn deiz gouel-lîd, tûd a bép tû évit va spoun̄ta, ha n’en deûz gellet téc’hout den, na n’éo bet lézet, é deiz frouden ann Aotrou (M): ar ré em bôa savet, hag em boa maget a zô bét bévézet gan̄t va énébour. ———— III. PENNAD Jérémias a erbéd bugalé Juda da zistréi oud ann Aotrou. ALEPH.
Ezekiel 27:3Hag é liviri da Dir, péhini a zô diazezet war-harz ar môr, péhini a râ gwerzidigez gan̄d ar boblou eûz a eul lôd braz a énézi: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O Tir, té éc’h eûz lavaret: Kaer-brâz ounn.
Amos 7:17Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou: Da c’hrég en em rôi d’ar c’hadélez é kéar: da vipien ha da verc’hed a gouézô dindân ar c’hlézé, ha da zouarou a vézô men̄tet gan̄d ar gorden: ha té a varvô enn eunn douar saotret; hag Israel a vézo dizouget é sklavérez er-méaz eûz hé vrô. ———— VIII. PENNAD Naounégez gér Doué.