Levr Hoshea 9:4
Komzit eûz ar gwélédigésiou gaou; grît kévrédigez: ar varn a darzô ével al louzou c’houerô war irvi ar parkou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 21:6Sen̄t é vézin̄t évid hô Doué, ha na zaotrin̄t két hé hanô: rag hî a gennig ézan̄s ann Aotrou, ha baraou hô Doué; ha rak-sé é vézin̄t sen̄t.
Leviticus 21:17Lavar da Aaron: É-touez da dûd mar d-eûz eur ré eûz da wenn hag en dévezô eur merk-bennâg war hé gorf, na gennigô két ar baraou d’hé Zoué,
Numbers 4:7Hî a lakai ivé enn eur ballen a liou c’hlâz ann daol a varaou kennig; ha gan̄t-hi ann ézan̄souérou, hag al listri-brév, hag ar c’hôpou hag ann hanafou évid ar skuḻou braoued; hôgen ar baraou a vézô bépréd war-n-ézhi.
Numbers 28:2Gourc’hémenn da vugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Kennigit d’in enn hô amzer va c’hennig, hag ar baraou, hag ann hostivou-losk eûz a eur c’houés ker c’houék.
Nehemiah 8:9Hôgen Néhémias(péhini eo Atersata), hag Esdras, bélek ha skrivañer, hag al Levited, péré a zisklérié al lézen d’ann holl bobl, a lavaraz: Ann deiz-man̄ a zô gwéstlet d’ann Aotrou, hon Doué. Na lén̄vit két, ha na wélit két. Râg ann holl bobl a wélé, ô klevout geriou al lézen.