Levr Izaia 1:15
Pa astennod hô taouarn, é tistroinn va daoulagad diouz-hoc’h: ha pa baottod hô pédennou, na zélaouinn kéd ouz-hoc’h; râg hô taouarn a zô leûn a c’hoad.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
16En em walc’hit, bézit glân, tennit a zirâk va daoulagad drougiez hô ménosiou: éhanit ôber drouk;
Cross References
Ezra 9:5Ha pa genniged sakrifiz ann abardaez, é saviz eûz va glac’har, ha gan̄t va man̄tel ha va zaé roget, en em daoliz war va daoulin, hag é astenniz va daouarn étrézég ann Aotrou, va Doué.
Job 27:20Ann diénez a grogô enn-han̄ ével eunn dic’hlann dour; eur bâr-arné a gouézô war-n-ézhan̄ a-héd ann nôz.
Psalms 66:18Ma em eûz sellet oud ar fallagriez em c’haloun, ann Aotrou na zélaouô két ouz-in.
Proverbs 1:28Neûzé é c’halvin̄t ac’hanoun, ha na zélaouinn két out-hô: min̄tin-mâd é savin̄t, ha n’am c’havin̄t két;
Isaiah 8:17Ha mé a c’hortozô ann Aotrou, péhini a gûz hé zremm ouc’h tî Jakob, hag é ken̄dalc’hinn er géd-zé.