Levr Izaia 1
1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 1-61) ◄ Levr ar Prézéger pé ann Eklésiastik Levr ar Profed Isaias Levr ar Profed Jérémias. ► LEVR AR PROFED ISAIAS. ———— I. PENNAD. Tamallou ha gourdrouzou a-énep Jéruzalem. 1 Gwélidigez Isaias, mâb Amos, en deûz gwélet diwar-benn Juda ha Jéruzalem, é deisiou Ozias, Joatan, Ac’haz, hag Ézéc’hias, rouéed Juda.
2Sélaouit, én̄vou, ha klev, douar, râg ann Aotrou en deûz komzet. Bugalé em eûz maget, hag em eûz savet: hôgen hî hô deûz va disprizet.
3Ann éjenn a anavez hé berc’hen, hag ann azen kraou hé vestr: Israel n’en deuz két va anavézet, ha va fobl n’en deûz két poellet.
4Gwâ ar vrôad péc’her, ar bobl karget a fallagriez, ar wenn zrouk, ar vugalé fall: dilézet ho deûz ann Aotrou, drouk-komzet hô deûz gan̄t san̄t Israel, distrôet in̄t war hô c’hîz.
5War béléac’h é skôinn-mé ac’hanoc’h hiviziken, c’houi péré a laka gwall war wall? Pép penn a zô môréduz, ha pép kaloun doaniuz.
6Adalek kaloun ann trôad bété lein ar penn, n’eûz nétrâ a iac’h enn-han̄: glâz, blon̄s, gouli tanuz, péhini n’eo két bét liénet, war béhini n’eûz két bét lékéat a louzou, ha n’eo két gwalc’het gan̄d éôl.
7Hô touar a zô didud, hô keriou a zô losket gan̄d ann tân: ann diavésidi a wast hô prô dira-z-hoc’h, ha disman̄tret é vézô, ével eûr vrô dispennet gan̄d ann énébourien.
8Ha merc’h Sion a vézô dilézet ével eul lôg skourrou enn eur winiek, ével eur gôdôer enn eur park kokombrou, hag ével eur géar rôet d’ar gwastadur.
9Ma n’en défé Aotrou ann arméou miret d’é-omp tûd eûz hor gwenn, é vijemb bét ével Sodom, é vijemp deûet da véza hén̄vel out Gomorra.
10Sélaouit gér ann Aotrou, prin̄sed Sodom, rôit skouarn da lézen hon Doué, pobl Gomorra.
11Da bétrâ eo d’in al lod brâz a viktimou-zé a gennigit d’in; émé ann Aotrou? A-walc’h em eûz: na garann két sakrifisou hô tourzed, na lard hô tropellou, na goad al leûéou, ann ein hag ar bouc’hed.
12Pa zeûec’h dira-z-oun, piou en deûz goulennet é vé kémen̄t-sé enn hô taouarn, évit mon̄d é leûren va zempl?
13Na gennigit mui a zakrifiz d’in enn aner: argarzuz éo ann ézan̄s d’in. N’hellann mui gouzan̄vi hô loariou-névez, hô sabbatou, hag hô kwéliou all; fallagr eo hô strolladou.
14Hô lidou eûz ar c’hen̄ta eûz ar miz, hag hô kwéliou all a gasaann em éné: da véac’h in̄t d’in, na hellann mui hô c’houzan̄vi.
15Pa astennod hô taouarn, é tistroinn va daoulagad diouz-hoc’h: ha pa baottod hô pédennou, na zélaouinn kéd ouz-hoc’h; râg hô taouarn a zô leûn a c’hoad.
16En em walc’hit, bézit glân, tennit a zirâk va daoulagad drougiez hô ménosiou: éhanit ôber drouk;
17Deskit ôber ar mâd: klaskit ar varn, skoazellit néb a zô man̄tret, bézit reiz é-kén̄ver ann emzivad, difennit ann in̄tan̄vez.
18Ha deûit, ha ren̄daélit ouz-in, émé ann Aotrou: pa vé hô péc’héjou ével skarlek, é teûin̄t da véza gwenn ével ann erc’h; ha pa ven̄t rûz ével ann tané, é vézin̄t kann ével ar gloan ar gwenna.
19Mar fell d’é-hoc’h va sélaoui, é tebrot madou ann douar.
20Ma na fell két d’é-hoc’h, ha ma hégit ac’hanoun, ar c’hlézé a zisman̄trô ac’hanoc’h; râg génou ann Aotrou en deûz hé lavaret.
21Pénaoz ar géar féal, ha leûn a reizded ef-hi deûet da véza eur plac’h fall? Ar reizded a choumé enn-hî; hôgen bréma al lazerien.
22Da arc’han̄t a zô trôet é kenn: da wîn a zô bét kemmesket gan̄d dour.
23Da brin̄sed a zô disléal, hag eiled al laéroun: holl é karon̄t ar rôou, hag é en̄klaskon̄t ar gounidou: na varnon̄t két ann emzivad, ha kéfridi ann in̄tan̄vez na zeû két étrézég enn-hô.
24Râk-sé ann Aotrou, Doué ann arméou, ar c’hré eûz a Israel, en deûz lavaret: Allaz, en em zizoania a rinn ô stourmi out va énébourien; en em ven̄ji a rinn eûz va heskinerien.
25Va dourn a astenninn war-n-od, da c’hlana a rinn eûz da genn, hag é tenninn ann holl stéan a zô enn-od.
26Hag é likiinn a-névez da varnerien ével ma in̄t bét ken̄t, ha da guzulierien ével ma oan̄t gwéchall: goudé-zé é vézi hanvet kéar ann dén reiz, bourc’h ann dén léal.
27Gan̄d ar varn é vézô dasprénet Sion, ha gan̄d ar reizded é vézô savet a névez.
28Ar ré zrouk hag ar ré fallagr a vézô dispennet enn eunn taol; hag ar ré hô deûz dilézet ann Aotrou a vézô kaset-da-nétra.
29Mézékéet é vézin̄t gand ann idolou da béré hô dévézô gréat sakrifisou: hag é rusiot gan̄d al liorsou hô pôa dilennet;
30Râk don̄d a réôt ével eur wézen déro a béhini é kouéz ann déliou, hag ével eul liors hép dour.
31Hô nerz a vézô ével stoup séac’h, hag hô labour ével eunn elven dân: kregi a rai ann tân enn-hô enn eunn taol, ha na vézô dén évid hé vouga. ———— II. PENNAD. Distôlet é vézô tî Jakob.