Levr Izaia 10:13
Râk lavaret en deûz: Gan̄t nerz va dourn em eûz hé c’hréat, ha gan̄t va furnez em eûz hé boellet; harzou ar boblou em eûz tennet, hô frin̄sed em eûz dibourc’het, hag ével eunn dén galloudék em eûz diframmet ar rouéed diwar hô zrônou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 7:2Hag ann Aotrou a lavaraz da C’hédéon: Eur bobl brâz a zô gan-éz, ha na vézô két lékéat ar Vadianited étré hé zaouarn: gan̄d aoun na zeûjé Israel d’en em veûli ém énep ha da lavarout: Gan̄t va ners va-unan ounn bét dieûbet.
1 Chronicles 5:26Ha Doué Israel a lékéaz da zével spéred Ful, roué ann Assiried, ha spéred Telgatfalnasar, roué Assur; hag hé man̄ a lékéaz da gregi é breûriez Ruben, hag é breûriez Gad, hag é han̄ter-vreûriez Manasé, hag é kasaz anézhô da Lahéla, ha da Habor, ha da Ara, é ribl ster Gozan, bété vréman̄. ———— VI. PENNAD. Nésted Lévi.