The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 10

1Gwâ ar ré a ra lézennou fallagr, hag ar ré a skrîv traou direiz,

2Évit mac’ha ar béorien er varn, évit gwaska war ar ré wana euz va fobl; évit kémérout ann in̄tan̄vez ével preiz, hag évid dibourc’ha ann emzivaded.

3Pétrâ a réot-hu é deiz ann emwél, é deiz ar c’hlac’har a zeûi a bell? Étrézé piou é klaskot-hu skoazel? Ha péléac’h é tilézot-hu hô kloar?

4Évit na blégot két dindân ar chadennou, ha na gouezot két é-touez ar ré varô. Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn.

5Gwâ Assur, hén̄ eo gwalen ha bâz va frouden; enn hé zourn eo em euz lékéat va buanégez.

6Étrézég eur gwall vrôad é kasinn anézhan̄, hag a-énep pobl va frouden é kémenninn d’ézhan̄ mon̄t, évit ma tibourc’hô anézhan̄, ma preizô anézhan̄, ha ma flastrô anézhan̄ dindân hé dreid ével fan̄k ar ruiou.

7Hôgen hén̄ na brédériô két kémen̄t-sé, né kéd hen-nez a vézô ménoz hé spéred; hé galoun na c’hoan̄tai némed ar gwastérez, néméd al lazérez eûz a galz a vrôadou.

8Râg hén̄ a lavarô:

9Va frin̄sed ha n’in̄t-hi két ken-aliez a rouéed? Ha né két Kalan ével C’harkamis, hag Émat ével Arfad? Ha né két Samari ével Damas?

10Ével ma en deûz skrapet va dourn rouan̄télésiou ann idolou, ével-sé é skrapinn ar skeûdennou a azeûleur é Jéruzalem hag é Samari.

11Ha na hellinn-mé két ôber é-kén̄ver Jéruzalem hag hé skeudennou, ével ma em euz gréat é kén̄ver Samari hag hé idolou?

12Chétu pétrâ a c’hoarvézô: Pa en dévézô ann Aotrou sévénet hé holl ôberiou war vénez Sion, hag é Jéruzalem, é emwélinn frouez kaloun balc’h ar roué Assur, ha gloar uc’helded hé zaoulagad.

13Râk lavaret en deûz: Gan̄t nerz va dourn em eûz hé c’hréat, ha gan̄t va furnez em eûz hé boellet; harzou ar boblou em eûz tennet, hô frin̄sed em eûz dibourc’het, hag ével eunn dén galloudék em eûz diframmet ar rouéed diwar hô zrônou.

14Ha va dourn en deûz kavet ével eunn neiz ar ré gréva eûz ar boblou; hag ével ma tastenneur ar viou a zô bét dilézet, ével-sé em euz strollet ann douar holl; ha dén n’en deûz fin̄vet hé askel, na digoret hé c’hénou, na lavaret gér.

15Ha fougéa a râ ar vouc’hal a-éneb ann hini a drouc’h gan̄t-hi? Ha dispac’ha a râ ann hesken oud ann hini a zach anézhi? Ével ma zavché ar wialen a-éneb ann hini a zâv anézhi, ha ma tispac’hché ar vâz, pétrâ-bennâg n’eo néméd eunn tamm koat.

16Râk-sé ann tréc’her, Aotrou ann arméou, a gasô ann treûdder é-touez hé ré lard; ha dindân hé c’hloar é krogô eunn tân ével eunn tân-gwall.

17Goulou Israel a vézô enn tân, hag hé Zan̄t er flamm; hag enn hévélep deiz é vézô tanet ha losket spern ha dréz Assur.

18Gloar hé goajou, hag hé barkou c’houék a vézô bévézet, adaleg ann éné bétég ar c’horf; hag hén̄ hé-unan a dec’hô spoun̄tet-brâz;

19Hag ar gwéz a vézô choumet enn hé goajou a vézô éaz hô nivéri, ken nébeûd a vézô anézhô; eur bugel a hellô skriva ann niver anézhô.

20Chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé: Ar ré a vézô choumet eûz a Israel, hag ar ré eûz a dî Jakob a vézô tec’het, n’en em harpin̄t mui war ann hini a skôé war-n-ézhô; hôgen en em harpa a rain̄t war ann Aotrou, san̄t Israel, gan̄t gwirionez.

21Ann dilerc’h a zistrôi, dilerc’h Jakob, émé-vé, étrézég ann Doué kré. 22 Râg ha pa vé da bobl, ô Israel, ker paot ha tréaz ar môr, ann dilerc’h anézhô a zistrôi; ann dilerc’h bihan-zé a skuḻô gan̄t founder ar reizded.

22

23Râg ann Aotrou, Doué ann arméou, a rai eunn disman̄tr hag eur c’hrennadur brâz é-kreiz ann holl zouar.

24Râk-sé chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué ann arméou: Va fobl péhini a choum é Sion, n’az péz két a aoun râg Assur; gan̄d eur wialen é skôi war-n-od, hag hé vâz a zavô war-n-od war hen̄t ann Éjipt.

25Hôgen c’hoaz eunn nébeût, c’hoaz eunn nébeûdik, ha va buanégez ha va frouden a gastizô anézhô enn abek d’hô gwallou.

26Hag Aotrou ann arméou a zavô war-n-ézhan̄ hé skourjez, ével ma skôaz gwéchall gan̄t Madian é-tâl méan Oreb, hag ével ma savaz hé walen war ar môr, é savô ivé anézhi war hen̄t ann Éjipt.

27Chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé: Tennet é vézô hé véac’h diwar da ziskoaz, hag hé iéô diwar da c’houzouk, hag ar iéô-zé a vreinô gan̄d ann éôl.

28Don̄d a rai da Aiat, dré Vagron é tréménô; hé bakadou a lézô é Mac’hmas.

29Enn eur réd é tréménin̄t, é Gaba ec’h arzaôin̄t: Rama a grénô, Gabaat-Saul a dec’hô.

30Rô da glevout da vouéz, merc’h Gallim, grit ma vézô klévet bété Laisa, ha bétég Anatol ar paour.

31Médéména a zô éat-kuît; tûd Gabim, en em strollit.

32C’hoaz eunn deiz, hag é vézô é Nobé; héja a rai hé zourn war vénez merc’h Sion, krec’hien Jéruzalem.

33Chétu ann trec’her, Aotrou ann arméou, a dorrô al léstrik enn hé frouden, hag ar ré uc’hel a gorf a vézô diskaret, hag ar ré vrâz a vézô vuéléet.

34Hag ar c’hoajou ar ré stan̄ka a vézô diskaret gan̄d ann houarn; hag al Liban gan̄d hé wéz uc’hel a gouézô. ———— XI. PENNAD. Diwar-benn ganédigez ar C’hrist.

← Levr Izaia 9Read In The App, Free →Levr Izaia 11 →

Study Levr Izaia 10

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566