Levr Izaia 11:14
Nicha a rain̄t war vôr war ziskoaz ar Filistined, preiza a rain̄t kévret bugalé ar sâv-héol. Sével a rain̄t hô dourn war Édom ha war Voab, ha bugalé Ammon a zen̄tô out-hô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 6:3Ha goudé m’hô dôa hadet ann Israélited, ar Vadianited, hag ann Amalékited, hag ar boblou all eûz ar sâv-héol, a biñe di,
Isaiah 25:10Hor bézet truez oud ann dén fallagr, ha na zeskô két ar reizded; traou fallagr en deûz gréat é douar ar zén̄t, ha na wélô két gloar ann Aotrou.
Isaiah 34:5Gan̄t pé guzul pé gan̄t pé ners é fell d’id en em zével em énep? War biou é lékéez da fisian̄s pa belléez diouz-in?
Jeremiah 49:2Ha mé a gasô a-éneb Babilon nizérien, péré a nizô anézhi, hag a wastô hé brô; râg hî a zeûi out-hi a bép tu é deiz hé en̄krez.
Ezekiel 25:14Ha mé a rôi va ven̄jan̄s war ann Iduméa dré zourn va fobl a Israel; hag hî a rai é-kén̄ver Édom hervez va buanégez, ha va frouden; hag ann Iduméed a wézô pétrâ eo va ven̄jan̄s, émé ann Aotrou Doué.