Levr Izaia 11
1Hag eur walen a zavô eûz a c’hrisien Jessé, hag eur vleûen a greskô war hé c’hrisien.
2Ha spéred ann Aotrou a arzavô war-n-ézhan̄, ar spéred a furnez hag a boell, ar spéred a guzul hag a ners, ar spéred a wiziégez hag a zoujan̄s Doué
3Ha spéred doujan̄s ann Aotrou a leûniô anézhan̄. Na varnô két diouc’h gwéled ann daoulagad, ha na damallô két diouc’h kleved ann diskouarn:
4Hôgen hén̄ a varnô ar béorien gan̄t reizded, hag a ziwallô gan̄d éeunder ar ré gûn̄ war ann douar: gan̄t gwalen hé c’hénou é skôi ann douar, ha gan̄t c’houéz hé vuzellou é lazô ann dén fallagr.
5Ar reizded a vézô da c’houriz d’hé zigroazel, hag ar féaldéd da c’houriz d’hé zargreiz.
6Ar bleiz a choumô gan̄d ann oan: al léonpard a c’hourvézô gan̄d ar menn-gavr: al leûé, al léon hag ann dan̄vad a choumô kévret, hag eur bugélik hô bléniô.
7Al leûé hag ann ours a beûrô kévret: hô menned a éc’hoazô kévret: hag al léon, ével ann éjenn a zebrô kôlô.
8Ar bugel oud ar vroun a c’hoariô war doull ann aspik: hag ann hini a vézô bét dizounet a lakai hé zourn é kéô ar bazilik.
9Na noazin̄t két, ha na lazin̄t két war va holl vénez san̄tel: râg ann douar a zô leûn eûz a wiziégez ann Aotrou, ével ar môr eûz ann douréier gan̄t péré eo leûn.
10Enn deiz-zé grisien Jessé a vézô da arouéz d’ar boblou; ar brôadou a bédô anézhan̄, hag hé véz a vézô meûleûduz:
11Chétu pétra a c’hôarvézô enn deiz-zé: Ann Aotrou a astennô c’hoaz hé zourn évit kaout ar ré e û z hé bobl, a vézô bét choumet war-lerc’h ann Assiried, hag ann Éjipt, ha Fétros, hag ann Étiopia, hag Elam, ha Sennaar, hag Émat, hag énézi ar môr.
12Sével a rai hé arouéz é-touez ar brôadou, hag é strollô ar ré eûz a Israel a oa bét tec’het; hag é c’hrounnô euz a bévar c’horn ann douar ar ré euz a Juda a oa bét skiñet.
13Hérez Éfraim a vézô kaset-da-nétra, hag énébourien Juda a vézô dispennet; Éfraim na hérézô mui out Juda, ha Juda na stourmô mui oud Éfraim.
14Nicha a rain̄t war vôr war ziskoaz ar Filistined, preiza a rain̄t kévret bugalé ar sâv-héol. Sével a rain̄t hô dourn war Édom ha war Voab, ha bugalé Ammon a zen̄tô out-hô.
15Ann Aotrou a wastô téôd môr ann Éjipt, hag é savô hé zourn war ar ster, hag é c’houézô kré war-n-ézhi: hag hén̄ hé rannô é seiz gouer, enn hévélep doaré ma hellin̄t hé zreûzi hep tenna hô boutou.
16Hag eunn hen̄t a vézô enn-hi évit ar re eûz va fobl a vézô tec’het diouc’h ann Assiried, ével ma oé kavet évid Israel, enn deiz é péhini é piñaz eûz a zouar ann Éjipt. ———— XII. PENNAD. Kanaouen a drugarez évid ann dieûb eûz a Israel hag eûz a Juda.