Levr Izaia 11:4
Hôgen hén̄ a varnô ar béorien gan̄t reizded, hag a ziwallô gan̄d éeunder ar ré gûn̄ war ann douar: gan̄t gwalen hé c’hénou é skôi ann douar, ha gan̄t c’houéz hé vuzellou é lazô ann dén fallagr.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Ar reizded a vézô da c’houriz d’hé zigroazel, hag ar féaldéd da c’houriz d’hé zargreiz.
Cross References
2 Samuel 23:2Spéred ann Aotrou en deûz komzet dré-z-oun, hag hé lavar a zô bét war va zéôd.
Job 4:9A zô diskaret gan̄t c’houézaden Doué, ha dispennet gan̄t kourven̄ten hé vuanégéz:
Psalms 2:9Té a rénô anézhô gan̄d eur walen houarn, hag é vrévi anézhô ével eul léstr prî.
Psalms 45:6Da drôn, ô Doué, a badô da-vikenn. Gwalen da rén a vézô eur walen a éeunder.
Psalms 72:1O Doué, rô d’ar roué da varnédigez: ha da reizded da vâb ar roué, évit ma varnô da bobl hervez ar reiz, ha da béorien hervez ar varnédigez.
Psalms 76:10Ménoz ann dén a veûlô ac’hanod; hag ann én̄vor eûz ar vénoz-zé hô lakai da ôber lîd d’id.