Levr Izaia 13:22
Ar c’houenned a iudô enn hé ziez kaer, hag ar môr-gragez a choumô enn hé ziez dudiuz. ———— XIV. PENNAD. Disman̄tr roué Babilon.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 14:23Ann heûreûchined a likiinn da choum enn-hi, é poullou dour é trôinn anézhi; hé skuba a rinn, hag é taolinn hé skubien er-méaz, émé Aotrou ann arméou.
Isaiah 34:13Ha Rabsasez a zavaz, hag a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré é Judaek, hag a lavaraz: Sélaouit gériou ar roué brâz, roué ann Assiried.
Isaiah 35:7Chétu mé a gasô war-n-ézhan̄ eur c’houéz, hag hén̄ a glevô eur c’hélou, hag a zistrôi d’hé vrô; ha mé hé lakai da vervel gan̄d ar c’hlézé enn hé vrô.
Ezekiel 7:7Ann disman̄tr a zeû war-n-od, té péhini a choum war ann douar; ann amzer a zeû, tôst éma deiz al lazérez, ha nann gloar ar ménésiou.
Zephaniah 2:14Ann dropellou, hag holl loéned ar brôadou a c’hourvézô enn hé c’hreiz: ar bon̄gors hag ann heûreûc’hin a choumô enn hé ziez kaer: al laboused a ganô war hé frénestrou, hag ar vrân a goagô war hé gourinou, râg hé galloud a gasinn-da-gét.