The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 13

1Béac’h Babilon, a zô bét gwélet gan̄d Isaias, mâb Amos.

2Savid ann arouéz war ar ménez koabrek, uc’hélait hô mouéz, savit hô tourn, m’az ai ann duged dré ar persier.

3Va ursiou em eûz rôet d’ar ré em eûz san̄télet; galvet em eûz em buanégez va ré gré, péré a drid em gloar.

4Eunn trouz brâz a zô war ar ménésiou, ével eûz a eul lôd brâz a dûd; trouz mouésiou kalz a rouéed, hag a vrôadou strollet kévret: Aotrou ann arméou en deûz rénet ann holl vrézélidi-zé.

5Deûet in̄t eûz ar brôiou pell, eûz a benn ar béd; ann Aotrou ha binviou hé frouden a zispennô ar vrô holl.

6Iudit, râk tôst eo deiz ann Aotrou; ar gwastadur a zeûi a berz ann Aotrou.

7Rak-sé ann holl zaouarn a vézô gwévet, hag holl galounou ann dûd a vézô teûzet,

8Hag a vézô brévet. Ar glizi hag ar gloasiou a zalc’hô anézhô; ével eur c’hrég é gwilioud é vézin̄t poaniet; gan̄t saouzan é sellô ann eil oud égilé; hô fennou a vézô ével pa ven̄t dévet gan̄d ann tân.

9Chétu deiz ann Aotrou a zeû, hag hén̄ krîz, ha leûn a frouden, a vuanégez hag a zrouk, évit lakaad didûd ann douar, ha brévi ar béc’herien a zô war-n-ézhan̄.

10Stéred ann én̄v ar ré skédûsa na skiñin̄t mui hô goulou; ann héol pa zavô a vézô gôlôed a dévalien, hag al loar na rôi mui hé goulou. ll. Mé a emwélô gwallou ar béd, ha direizded ar ré fallagr; lakaad a rinn da éhanâ rogoni ar ré zifeiz, hag é vuélinn rogoni ar ré gré.

11

12Dibaotoc’h é vézô ann dén égéd ann aour; talvoudusoc’h é vézô égéd ann aour ar glana.

13Dreist-sé é horellinn ann én̄v; hag ann douar a fin̄vô eûz hé léac’h, enn abek da zroug Aotrou ann arméou, hag enn abek da zeiz hé vuanégez hag hé frouden.

14Hag hî a vézô ével eunn demm a dec’h, hag ével eunn dan̄vad, ha na gâv dén évid hé zigas; pép-hini a zistrôi étrézég hé bobl, pép-hini a dec’hô war-zû hé vrô.

15Kémen̄d hini a vézô kavet enn-hi, a vézô lazet; ha kémen̄d hini a zeui enn-hi, a vézô diskaret gan̄d ar c’hlézé.

16Hô bugalé a vézô friket dirâg hô daoulagad; hô ziez a vézô preizet, hag hô gragez a vézô gwallet.

17Lakaad a rinn da zével out-hô ar Védied, péré na glaskin̄t két a arc’han̄t, ha na c’hoan̄tain̄t két a aour;

18Hôgen laza a rain̄t ar vugaligou gan̄d hô saésiou; n’hô dévézô ket a druez oud ar ré a vézô c’hoaz é kôv hô mamm; hag hô lagad na espernô két ar ré névez-ganet.

19Hag ar Vabilon-zé ker brudet é-touez ar rouan̄télésiou, gloar vrâz ar C’haldéed, a vézô diskaret, ével ma tiskaraz ann Aotrou Sodom ha Gomorra.

20Didûd é choumo da-vikenn, ha na vézô két savet a-névez a-héd ar chan̄tvédou; ann Arabia na zavô két énô hé delt, hag ar véserien na éc’hoazin̄t két énô.

21Hôgen al loéned c’houéz en em dennô énô, hag hô ziez a vézô leûn a aéred; hag ann aotruzed a choumô énô, hag ann diaouled a zan̄sô énô.

22Ar c’houenned a iudô enn hé ziez kaer, hag ar môr-gragez a choumô enn hé ziez dudiuz. ———— XIV. PENNAD. Disman̄tr roué Babilon.

← Levr Izaia 12Read In The App, Free →Levr Izaia 14 →

Study Levr Izaia 13

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566