Levr Izaia 14:13
Te péhini a lavaré enn da galoun: Mé a biñô enn én̄v, dreist stéred Doué é savinn va zrôn; war vénez ar gévrédigez éc’h azézinn, é kén̄ver avel ann han̄ter-nôz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14Piña a rinn war ar goabrou ar ré uc’héla, hag é vézinn hén̄vel oud ann Uc’hel-meûrbéd.
Cross References
Job 20:6Ha pa zavché hé valc’hder bétég ann én̄v, ha pa dizfé hé benn bétég ar c’hoabr:
Isaiah 2:2Enn deisiou divéza, ménez tî ann Aotrou a vézô aozet war lein ar ménésiou, hag é savô dreist ar c’hrec’hiennou, hag ann holl vrôadou a buḻô étrézég enn-han̄.
Ezekiel 27:3Hag é liviri da Dir, péhini a zô diazezet war-harz ar môr, péhini a râ gwerzidigez gan̄d ar boblou eûz a eul lôd braz a énézi: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O Tir, té éc’h eûz lavaret: Kaer-brâz ounn.
Ezekiel 28:9Ha té a lavarô dirâg ar ré a lazô ac’hanod: Doué ounn; pétrâ-bennâg ma oud eunn dén, ha n’oud két eunn Doué, étré daouarn ar ré az lâz?
Ezekiel 28:14Té a ioa eur c’hérubin astennet ha gwarézer: da lékéat em bôa war vénez san̄tel Doué; é-kreiz ar vein lugernuz éc’h eûz baléet.
Daniel 4:30Enn héveleb heûr é oé sévénet al lavar-zé war Nabukodonosor; hag hen̄ a oé kaset eûz a douez ann dud, hag hén̄ a zébraz foenn ével eunn éjenn, hag hé gorf a oé glépiet gan̄t glîz ann én̄v; ken na greskaz hé vléô ével plû ann éred, hag hé ivinou ével ré ann evned.