The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 14

1Tôst eo ann amzer-zé, hag hé deisiou n’in̄t két pell. Râg ann Aotrou a rai trugarez é-kén̄ver Jakob, hag a rai c’hoaz eunn dilenn é Israel, hag hô lakai da éhana enn hô douar hô-unan. Ann diavésiad en em unanô gan̄t-hô, hag hî en em frammô out tî Jakob.

2Ar boblou hô c’hémérô, hag hô digasô enn hô brô; ha tî Israel hô dévézô da vévellou ba da vitisien é douar ann Aotrou; hag ar ré hô dôa hô c’héméret a vézô da sklaved d’ézhô, hag ar ré hô dôa hô aotrouniet a zeûi dindan hô galloud.

3Chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé: Pa en dévézô Doué rôet éhan d’id enn da labour, enn da waskérez, hag er sklavérez dindân péhini é oaz ken̄t,

4É kéméri ar barabolen-man̄ a-énep roué Babilon, hag é liviri: Pétrâ eo deûet ann heskiner-zé, pénaoz eo éhanet ar gwiriou a zavé?

5Torret eo bét gan̄d ann Aotrou bâz ar ré fallagr, gwalen ann heskinerien,

6Péhini enn hé frouden a skôé war ar boblou gouliou dibaréuz, a lékéa ar brôadou dindân hé béli, hag hô heskiné gan̄t krisder.

7Ann douar holl a zô bréma enn éhan hag enn tâv; el lévénez hag enn tridérez éma.

8Ar sapr hag ar gwéz-sedr a zô en em laouénéet ivé diwar da benn: Abaoé ma oud kousket, émé-z-hô, na zeû dén évid hon trouc’ha.

9Ann ifern hé-unan a zô bét kéflusket pa oud deuet enn-han̄; al lan̄gouineien en deûz lékéat da zével ouz-id. Holl brin̄sed ann douar, holl rouéed ar brôadou a zô savet diwar hô zrônou.

10Hag hî holl a gomzô ouz-id, hag a lavarô: Ha té a zô bét gouliet kerkoulz ha nî, ha deûet oud hénvel ouz-imp?

11Da rôgoni a zô bét taolet enn ifernou; da c’horf-marô a zô kouézet; dindân-od é vézô ann tartouzed, hag ar prén̄ved a vézô da vallin d’id.

12Pénaoz oud-dé kouézet eûz ann én̄v, Lusifer, té péhini a zavé diouc’h ar min̄tin? Pénaoz oud-dé kouézet d’ann douar, té péhini a c’houlié ar brôadou?

13Te péhini a lavaré enn da galoun: Mé a biñô enn én̄v, dreist stéred Doué é savinn va zrôn; war vénez ar gévrédigez éc’h azézinn, é kén̄ver avel ann han̄ter-nôz.

14Piña a rinn war ar goabrou ar ré uc’héla, hag é vézinn hén̄vel oud ann Uc’hel-meûrbéd.

15Ha koulskoudé oud bét taolet enn ifern, é gwéled ar poull.

16Ar ré az gwélô, a zellô ouz-id, ha goudé m’hô dévézô da arvestet, e livirin̄t: Hag hen-nez eo ann dén en deûz strafiḻet ann douar, en deûz spoun̄tet ar rouan̄télésiou,

17En deuz lékéat ar béd didûd, en deuz diskaret hé gériou, en deuz dalc’het er vac’h ar ré en dôa kéméret er brézel?

18Holl rouéed ar brôadou a zô bét kousket er c’hloar, pép-hini enn hé dî hé-unan.

19Hôgen té a zô bét taolet pell diouc’h da véz, ével eur c’héf didalvez ha saotret, ha grounnet é-touez ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé, é vézin̄t diskennet é gwéled ar poull, ével eur c’horf brein.

20N’az pézo két eur béz ével unan anézhô, ô véza ma éc’h eûz gwastet da zouar, ha ma éc’h eûz lazet da bobl; gwenn ar ré fallagr na vézô két galvet da vikenn.

21Aozit hé vugalé d’ar marô enn abek da fallagriez hô zadou; na zavin̄t két, n’hô dévézô két ann douar é digouéz, ha na leûnin̄t két a geriou gorré ar béd.

22Sével a rinn enn hô énep, émé Aotrou ann arméou; ha mé a gollô hanô Babilon, hag hé dilerc’hiou, hag hé gwenn, hag hé bugalé, émé ann Aotrou.

23Ann heûreûchined a likiinn da choum enn-hi, é poullou dour é trôinn anézhi; hé skuba a rinn, hag é taolinn hé skubien er-méaz, émé Aotrou ann arméou.

24Aotrou ann arméou en deûz touet, ô lavarout: Ével ma em eûz mennet é c’hoarvézô; ar péz em eûz lékéat em penn a vézo gréat.

25Ann Assiried a vrévinn em douar, hag é mac’hinn anézhô war va ménésiou; hag Israel a héjô ar iéô hô dôa lékéat war-n-ézhan̄, hag ar béac’h hô dôa lékéat war hé ziskoaz.

26Chétu pétrâ em eûz mennet diwarbenn ann douar holl, chétu pérâg em eûz astennet va dourn war ann holl vrôadou.

27Râg Aotrou ann arméou eo en deûz hé reizet; ha piou a hellô hé zislébéri? Astennet en deûz hé zourn: ha piou a zistrôi anézhan̄?

28Ér bloaz é péhini é varvaz ar roué Ac’haz, é c’hoarvézaz ar béac’h-man̄.

29N’en em laouéna két, douar ar Filistined, ô véza ma eo torret ar wialen a skôé war-n-od; râg eûz a wenn ann aer é teûi eur bazilik, hag hé wenn-hén̄ a loun̄kô al laboused.

30Hag ar ré gen̄ta-ganet é-touez ar béorien a vézô maget, hag ar béorien a arzaôô gan̄t fisian̄s; ha mé a lakai da zizéc’ha da wenn gan̄d naoun, hag a lazô ann dilerc’h ac’hanod.

31Iûd, pors; garm, kéar; disman̄tret eo holl vrô ar Filistined: râg eûz ann han̄ter-nôz é teû ar môged, ha n’eûz dén a gémen̄t a helfé tec’hout diouc’h hé armé.

32Ha pétrâ a vézô respoun̄tet da gannaded ar vrôad-zé? Pénaoz en deûz ann Aotrou diazézet Sion, ha ma lakai péorien hé bobl hé géd enn-han̄. ———— XV. PENNAD. Disman̄tr ar Voabited.

← Levr Izaia 13Read In The App, Free →Levr Izaia 15 →

Study Levr Izaia 14

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566