Levr Izaia 17:10
O véza ma éc’h eûz an̄kounac’héet Doué da Zalver, ha n’éc’h euz két bét a goun eûz da warézer galloudek; râk-sé é plan̄ti plan̄tennou mâd, hag éc’h hadi had a-ziavéaz brô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:16Chétu ivé pétrâ a rinn d’é-hoc’h: don̄d a rinn buan d’hô kwélout gan̄d ann diénez, ha gan̄d ar c’hrouez a zizec’hô hô taoulagad, hag a goazô hô puéz. Enn-aner eo éc’h hadot éd, rag hoc’h énébourien a wastô anézhan̄.
Deuteronomy 6:12Énô é réot banvez dirâg ann Aotrou hô Toué, c’houi, hô mipien hag hô merc’hed, hô mévellou hag hô mitisien, hag al Lévited a choumô enn hô keriou; râk n’hô deûz két a lôd all, nag a zigwéz all enn hô touez.
Deuteronomy 8:14Hag eûz a bép rumm brini,