Levr Izaia 17
1Béac’h Damas. Chétu Damas né vézô mui eur géar; hag hî a vézô ével eur bern mein eûz a eunn tî diskaret.
2Keriou Aroer a vézô dilézet gan̄d ann tropellou; hag hî a éc’hoazô énô, ha na vézô dén evid hô châs-kuit ac’hanô.
3Ar skoazel a vézô tennet da Éfraim, hag ar rouan̄télez da Zamas; ha dilerc’h ar Siried a vézô ével gloar bugalé Israel, émé Aotrou ann arméou.
4Chétu pétrâ a vézô enn deiz-zé: Gloar Jakob a vézô dislébéret, hag hé gorf lard a zeûi da véza treûd.
5Hag hén̄ a vézô hén̄vel oud ann hini a ia da bennaoui é amzer ar médérez, hag a zastum ann tamoézennou-ed gan̄d hé vréac’h; hén̄vel é vézô oud ann hini a glask tamoézennou-ed é traon̄ien Rafaim.
6Ar péz a choumô anézhan̄ a vézô ével eur bôd rézin enn eur winien, hag ével pa gutulieur ann olived, é choum daou pé drî é penn eur skourr, pé pévar pé bemp é penn ar wézen, émé ann Aotrou, Doué Israel.
7Enn deiz-zé ann dén a stôuô dirâg hé Grouer, hag hé zaoulagad a zellô out San̄t Israel.
8Ha na stouô mui dirâg ann aoteriou en dôa gréat gan̄d hé zaouarn; ha na zellô mui oud ar c’hoajou hag oud ann templou en dôa savet gan̄d hé viziad.
9Enn deiz-zé hé geriou kré a vézô dilézet ével eunn arar, hag ével ann édou a oé dilézet dirâk bugalé Israel; ha té a vézô didûd,
10O véza ma éc’h eûz an̄kounac’héet Doué da Zalver, ha n’éc’h euz két bét a goun eûz da warézer galloudek; râk-sé é plan̄ti plan̄tennou mâd, hag éc’h hadi had a-ziavéaz brô.
11Enn deiz m’az pézô plan̄tet, é kreskô ével gwini-c’houéz, ha diouc’h ar min̄tin é vleûñô da hâd; é deiz ar médérez na zastumi nétrâ, hag é vézi glac’haret-brâz.
12Gwâ al lôd brâz a boblou, a zô hén̄vel out trouz eur môr brâz; hag ar mouésiou savaruz a zô hén̄vel out trouz douréier brâz.
13Safari a rai ar boblou ével trouz douréier dic’hlannet, ha Doué a grôzô anézho, hag hî a dec’hô pell; hag hî a vézô skiñet ével poultr ar ménésiou dirâg ann avel, hag ével eur gourven̄ten dirâg ann arné.
14Diouc’h ar pardaez é oan̄t saouzanet; diouc’h ar min̄tin na vézin̄t mui. Chétu lôd ar ré hô deûz hor gwastet, ha darvoud ar ré hô deûz hor preizet. ———— XVIII. PENNAD. Disman̄tr ann Étiopia. l. Gwâ ann douar a ra trouz gan̄d hé ziou-askel, a zô enn tû all da steriou ann Étiopia; 2 A gâs hé gannaded war ar môr, ha war listri broenn war ann douréier. Iit, élez skan̄v, étrézég eur vrôad direizet ha diroget; étrézeg eur bobl eûzuz, eûzuz dreist ar ré all; étrézég eur vroad a c’hortoz hag a zô mac’het, hag a zô skrapet hé douar gan̄d ar steriou. 3 Holl dûd ar béd, c’houi péré a choum war ann douar, pa vézô savet ann arouéz war ar ménésiou, c’houi hé gwélô, hag a glevô soun ar c’horn-boud: 4 Rak chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou din: Choum a rinn enn éhan, hag ec’h arvestinn eûz al léac’h é péhini émounn, ével eur c’houlaouen ker skléar hag ann héol da grésteiz hag ével eur goabren glîz é amzer ar médérez. 5 Râg abarz ar médérez é vleûñô bépréd, hag é kellidô héb éogi; hag hé skourrouigou a vézô trouc’het gan̄d ar falc’h; hag ar péz a vézô choumet, a vézô skéjet ha taolet pell. 6 Hag hî a vézô lézet da evned ar ménésiou, ha da loéned ann douar; hag ann evned a choumô war-n-ézhô a-héd ann han̄v, hag holl loéned ann douar a c’hoan̄vô war-n-ézhô. 7 Enn amzer-zé é vezô digaset eur rô da Aotrou ann arméou gan̄d eur bobl dirannet ha diroget; gan̄d eur bobl heûzuz dreist ar ré all; gan̄d eur vrôad a c’hédé, a c’hédé hag a oa mac’het; a zô bét dic’hlannet ar steriou war hé douar: el léac’h ma eo galvet hanô Aotrou ann arméou, war vénez Sion. ———— XIX. PENNAD. Ann Éjipt gourdrouzet ha dieûbet.