Levr Izaia 18:3
Spéred ann Éjipt a iélô-da-gét enn hé c’hreiz, ha mé a ziskarô hé foell; hag hî a c’houlennô kuzul digan̄d hô idolou, hô diouganerien, hô c’helc’hierien, hag hô strôbinellerien.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 50:1Doué ann douéed, ann Aotrou en deûz komzet: hag hén̄ en deûz galvet ann douar, adalek ar sâv-héol bétég ar chûs-héol.
Isaiah 5:26Hag hén̄ a zavô hé arouéz é penn eur bobl pell-brâz, hag a c’houibano étrézég enn-han̄ eûz a benn ar béd; hag ar bobl-zé a zeûi buhan.
Isaiah 11:12Sével a rai hé arouéz é-touez ar brôadou, hag é strollô ar ré eûz a Israel a oa bét tec’het; hag é c’hrounnô euz a bévar c’horn ann douar ar ré euz a Juda a oa bét skiñet.
Isaiah 13:4Eunn trouz brâz a zô war ar ménésiou, ével eûz a eul lôd brâz a dûd; trouz mouésiou kalz a rouéed, hag a vrôadou strollet kévret: Aotrou ann arméou en deûz rénet ann holl vrézélidi-zé.
Jeremiah 22:29Ha ne két va gériou ével tân, émé ann Aotrou, hag ével eur morzol a dorr ar méan?
Micah 6:2N’eûz mui a zen̄t war ann douar, n’eûz dén reiz é-béd é-touez ann dûd, holl éc’h aozon̄t spiou évit skuḻa ar goâd; pép-hini a ia war-lerc’h hé vreûr évid hé laza.