Levr Izaia 18
1Béac’h ann Éjtpt. Chétu ann Aotrou a biñô war eur c’hoabren skan̄v, hag a iélô enn Éjipt; hag idolou ann Éjipt a vézô horellet dira-z-han̄, ha kaloun ann Éjipt a deûzô enn hé c’hreiz.
2Lakaad a rinn ann Éjiptianed da zével oud ann Éjiptianed; ar breûr a stourmô oud ar breûr, ar miñoun oud ar miñoun, ar géar oud ar géar, ar rouan̄télez oud ar rouan̄télez.
3Spéred ann Éjipt a iélô-da-gét enn hé c’hreiz, ha mé a ziskarô hé foell; hag hî a c’houlennô kuzul digan̄d hô idolou, hô diouganerien, hô c’helc’hierien, hag hô strôbinellerien.
4Lakaad a rinn ann Éjipt étré daouarn eunn Aotrou kriz, hag eur roué kré a drec’hô anézhô, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.
5Ar môr en em gavô dizour, hag ar ster a zeûi da véza séac’h hag hesk.
6Ar steriou a zeûi da hesk; ar c’haniou a zeûi-da-nétra, hag a zizec’hô: ar c’hors hag ar broenn a wén̄vô.
7Aoz ar c’houériou a zizec’hô er vammen; ann holl hadou a-héd hô aod a zizec’hô, a wévô, hag a iélô-da-nétra.
8Ar beskéterien a vézô glac’haret; ar ré holl péré a daol ann higen er ster a skuḻô daérou; ar ré a steñ hô rouéjou war-c’horré ann douréier, a vézévellô.
9Ar ré a labouré al lîn, a gribé anézhan, hag a réa gan̄t-han̄ neûd moan, a vézô mézékéet.
10Al lec’hiou douret a zeûi da hesk; hag ar ré holl péré a réa poullou évit paka pésked.
11Diskian̄t eo prin̄sed Tanis; ar guzulierien fûr-zé da Faraon hô deûz rôet eur c’huzul diskian̄t. Pénaoz é livirit-hu da Faraon: Mâb ar ré fûr ounn, mâb ar rouanez kôz?
12Péléac’h éma bréma da ré fûr? Ra rôin̄t da anaoud d’id, ra ziouganin̄t d’id pétrâ a venn Aotrou ann arméou diwar-benn ann Éjipt?
13Diskian̄t eo deuet da véza prin̄sed Tanis; digalounékéet eo prin̄sed Memfis; touellet eo bét gan̄t-hô ann Éjipt, ners hé boblou.
14Ann Aotrou en deûz kemmesket enn hé c’hreiz eur spéred a abafder; hag hî hô deûz lékéat ann Éjipt da horella enn hô holl ôberiou, ével ma horell eunn dén mézô pa zisloun̄k.
15Ha na wézô két ann Éjipt pétrâ da ôber, nag ar penn nag al lost, nag ar ré gré nag ar ré zister.
16Enn deiz-zé ann Éjiptianed a vézô ével gragez; saouzani a rain̄t, spoun̄tet-brâz é vézin̄t, pa wélin̄t Aotrou ann arméou oc’h héja hé zourn war-n-ézhô;
17Douar Juda a vézô da spoun̄t d’ann Éjipt; piou-bennâg en dévézô koun eûz a Juda, a grenô gan̄d ar gwél eûz ar péz en dévézô mennet Aotrou ann arméou enn hé énep.
18Enn deiz-zé é vézô pemp kéar é douar ann Éjipt a gomzô iez Kanaan, hag a douô dré Aotrou ann arméou; unan anézhô a vézô hanvet kéar ann héol.
19Enn deiz-zé é vézô eunn aoter d’ann Aotrou é-kreiz douar ann Éjipt, hag eur peûlvan d’ann Aotrou war hé harzou.
20Eunn arouéz é vézô hag eunn desténi da Aotrou ann arméou é douar ann Éjipt. Râg hî a c’harmô étrézég ann Aotrou enn abek d’hô heskiner, hag hén̄ a gasô d’ézhô eur salver hag eur gwarézer, a zieûbô anézhô.
21Hag ann Aotrou a vézô anavézet gan̄d ann Éjipt, hag ann Éjiptianed a anavézô ann Aotrou enn deiz-zé; hag hî a azeûlô anézhan̄ gan̄d hostivou ha rôou; hô gwéstlou a gennigin̄t hag a rôin̄t d’ézhan̄.
22Hag ann Aotrou a skôi war ann Éjipt eur gouli, hag hé iac’hai; hî a zistrôi oud ann Aotrou, hag hén̄ a habaskai out-hô, hag hô iac’hai.
23Enn deiz-ze é vézô eunn hen̄t eûz ann Éjipt d’ann Assiria; hag ann Assiried a iélô enn Éjipt, hag ann Éjiptianed enn Assiria; hag ann Éjiptianed a vézô dindan béli ann Assiried.
24Enn deiz-zé Israel a vézô da drédé d’ann Éjiptian ha d’ann Assiriad; ar vennoz a vézô é-kreiz ann douar,
25En deûz benniget Aotrou ann arméou, ô lavarout: Benniget eo ann Éjipt va fobl, hag ann Assiria, labour va daouarn, hag Israel va digwéz. ———— XX. PENNAD. Sklavérez ann Éjiptianed hag ann Étiopied.