Levr Izaia 25:1
Enn deiz-zé é vézô kanet ar ganaouen-man̄ é douar Juda: Sion eo hor géar gré; ar salver a vézô ar vûr hag ar gen̄t-vûr anézhi.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Digorit ann ôriou, maz ai ébarz eur vrôad reiz, hag a vîr ar wirionez.
Cross References
Numbers 23:19Doué né két ével ann dén a hell lavarout gevier, nag ével mâb ann dén a hell béza édrô. Pa en deûz éta lavaret eunn dra, ha n’her grai két? Pa en deûz komzet, ha na zévénô két hé c’hér?
Psalms 31:15Va darvoudou a zô étré da zaouarn. Tenn ac’hanoun eûz a zaouarn va énébourien, hag eûz ar ré a heskin ac’hanoun.
Psalms 40:5Kalz burzudou éc’h eûz gréat té, Aotrou va Doué: ha n’eûz dén hén̄vel ouz-id enn da vénosiou. Pa eo bét fellet d’in hô danévella hag hô rei da anaout, em eûz hô c’havet stan̄k dreist pép niver.
Psalms 46:10Bézit enn éhan, ha gwélit pénaoz eo mé Doué: huéléet é vézinn é-kreiz ar brôadou, huéléet é vézinn enn douar holl.
Psalms 78:4N’hô deûz két hé guzet d’hô bugalé, na d’hô nésted. Lavaret hô deûz meûleûdiou ann Aotrou, hag hé nerz, hag ar burzudou en deûz gréat.
Psalms 99:5Savit gloar ann Aotrou hon Doué, hag azeûlit skabel hé dreid; râk san̄tel eo.