The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 25

1Enn deiz-zé é vézô kanet ar ganaouen-man̄ é douar Juda: Sion eo hor géar gré; ar salver a vézô ar vûr hag ar gen̄t-vûr anézhi.

2Digorit ann ôriou, maz ai ébarz eur vrôad reiz, hag a vîr ar wirionez.

3Ar fazi kôz a zô éat ébiou; ar péoc’h a viri, ar péoc’h, ô véza ma hon eûz lékéat hor géd enn-od.

4Lékéat hoc’h eûz hô kéd enn Aotrou da-vikenn, enn Aotrou Doué kré bépréd.

5Râg hen̄ a drec’hô ar ré a choum el léach uc’hel; ar géar valc’h a vuélai; hé vuélaad a rai bétég ann douar, hé lakaad a rai da stléja bétég er poultr.

6Ann troad a vac’hô anézhi, treid ar paour, kamméjou ann davan̄teien.

7Raven̄t ann dén reiz a zô éeun, hen̄d ann dén reiz hé lakai da valéa râg-éeun.

8Da c’hortozet hon eûz, Aotrou, é raven̄t da varnédigézou; da hanô ha da én̄vor eo c’hoan̄t ann éné.

9Va éné en deuz da c’hoan̄téet a-zoug ann nôz; diouc’h ar min̄tin é klaskinn ac’hanod a greiz va spéred ha va c’haloun. P’az pézô gréat da varnédigézou war ann douar, ar ré a choum er béd a zeskô ar reizded.

10Hor bézet truez oud ann dén fallagr, ha na zeskô két ar reizded; traou fallagr en deûz gréat é douar ar zén̄t, ha na wélô két gloar ann Aotrou.

11Aotrou, sâv da zourn, ha mîr out-hô na wélin̄t; ra wélô ar boblou hérézuz, ha r’hô dévézô méz; ra vézô lounket da énébourien gan̄d ann tân.

12Aotrou, té a rôi d’é-omp ar péoc’h; rak té eo éc’h eûz gréat hon holl ôberiou enn-omp.

13Aotrou hon Doué, mistri hô deûz hor perc’hennet hép-z-oud; gra n’hor bézo mui a goun néméd eûz da hanô.

14Grâ na asbévô két ar ré varô, ha na assavô két al lan̄gouineien; râk évit-sé eo éc’h eûz hô emwélet, éc’h eûz hô brévet, éc’h eûz kollet ann én̄vor anézhô.

15Gwarézet éc’h eûz ar vrôad-zé, Aotrou, gwarézet éc’h eûz ar vrôad-zé; ha n’oud két bét énoret? Hé astennet éc’h eûz bété penn ar béd.

16Aotrou, enn hô an̄ken é en̄klaskin̄t ac’hanod, gan̄d da gélen hô likii da zistrei ouz-id.

17Ével eur c’hrég péhini é deûz en̄géhen̄tet, ha pa eo daré da c’houilioudi, a c’harm-kaer gan̄d hé gwen̄tlou; ével-sé omp deuet dira-z-oud, Aotrou.

18En̄géhen̄tet hon eûz, hag ével é poan-vugalé omb bét, hag hon eûz ganet avel. N’hon eûz két gréat a zilvidigez war ann douar; ha dré-zé né két bét diskaret ar ré a choum war ann douar.

19Da ré varô a asbévô, va ré lazet a assavô; dihunit ha meûlit, c’houi péré a choum er poultr; râg eur gliz goulaouek eo da c’hliz, hag é tispenni douar al lan̄gouineien.

20Kéa, va fobl, kéa enn da gampr, ha serr ann ôriou war-n-od; en em guz évid eunn nébeûd amzer, kén na vézô éat va frouden ébiou.

21Râg ann Aotrou a ia da von̄d er-méaz euz hé léac’h, évid emwélout fallagriez ar ré a choum war ann douar enn hé énep; hag ann douar a zikouézô ar goad a zô bét skuḻet war-n-ézhan̄, ha na c’hôloi mui ar ré lazet a zô bét kuzet enn-han̄. ———— XXVII. PENNAD. Kastiz ar prin̄s a waské bugalé Israel.

← Levr Izaia 24Read In The App, Free →Levr Izaia 26 →

Study Levr Izaia 25

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566