Levr Izaia 25:11
Aotrou, sâv da zourn, ha mîr out-hô na wélin̄t; ra wélô ar boblou hérézuz, ha r’hô dévézô méz; ra vézô lounket da énébourien gan̄d ann tân.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
12Aotrou, té a rôi d’é-omp ar péoc’h; rak té eo éc’h eûz gréat hon holl ôberiou enn-omp.
Cross References
Psalms 2:5Neûzé é komzô out-hô enn hê vuanégez, hag é reûstlô anézhô enn hé frouden.
Psalms 110:1Ann Aotrou en deûz lavaret d’am Aotrou: Azez war va dourn déou: kén n’em bézô lékéat da énébourien da skabel d’as treid.
Isaiah 5:25Dré-zé eo savet frouden ann Aotrou a-énep hé bobl, en deûz astennet hé zourn war-n-ézhan̄, hag en deûz skôet gan̄t-han̄; hag ar ménésiou hô deûz krénet, hag hô c’horfov-marô a zô bét taolet ével teil é-kreiz leuriou-kéar. Goudé kémen̄t-sé né két habaskéet hé frouden, râg astennet eo c’hoaz hé zourn.
Isaiah 16:6Balc’hder Moab hon eûz klevet; balc’h-meûrbed eo; hé valc’hder, hé rogoni, hé frouden a zô brasoc’h égéd hé ners.
Isaiah 25:5Râg hen̄ a drec’hô ar ré a choum el léach uc’hel; ar géar valc’h a vuélai; hé vuélaad a rai bétég ann douar, hé lakaad a rai da stléja bétég er poultr.