Levr Izaia 25:9
Va éné en deuz da c’hoan̄téet a-zoug ann nôz; diouc’h ar min̄tin é klaskinn ac’hanod a greiz va spéred ha va c’haloun. P’az pézô gréat da varnédigézou war ann douar, ar ré a choum er béd a zeskô ar reizded.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
8Da c’hortozet hon eûz, Aotrou, é raven̄t da varnédigézou; da hanô ha da én̄vor eo c’hoan̄t ann éné.
Cross References
Psalms 9:14Té péhini a zâv ac’hanoun eûz a zôriou ar marô; évit ma rôinn da anaout da holl veûleûdiou é-harz dôriou merc’h Sion.
Psalms 21:1Aotrou, ar roué en em laouénai enn da ners: hag é tridô-kaer war ann dieûb az pézô rôet d’ézhan̄.
Psalms 33:20Hon éné a c’hortoz ann Aotrou, ô véza ma eo hor skoazel hag hon difenner.
Psalms 37:5Diskouéz d’ann Aotrou da hen̄t, ha laka da c’héd enn-han̄, hag hén̄ her grâi.
Psalms 62:1Ha na zoujô két va éné da Zoué, pa eo digan̄t-han̄ é teûiô va zilvidigez?
Psalms 95:1Deûit, tridomp d’ann Aotrou: en em laouénaomp é Doué hor Salver.