Levr Izaia 26:9
Dré-zé éta é vézô distolet hé fallagriez da di Jakob; hag ann holl frouez a vézô ann distol eûz hé béc’hed; pa en dévézô torret holl vein hé aoter ével mein râz, ha pa en dévézô diskaret aon holl goajou hag ann holl demplou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 14:21Béô ounn, hag ann douar holl a vézô leûn gan̄t gloar ann Aotrou.
Psalms 58:11Hag ann dén a lavarô: Mar béz évit-gwîr frouez évid ann dén reiz: éz eûz évit-gwîr eunn Doué hag a varn anézhô war ann douar. ———— LVIII. PSALM. Évid ann divez, na zispenn két ac’hanoun. David en deûz lékéat ar skrîd-man̄ da en̄vor, pa gasaz Saul tûd évit miroud hé dî, hag évid hé laza.
Psalms 63:6Ma em eûz bét koun ac’hanod war va gwélé, é likiinn va ménoz enn-od adaleg ar min̄tin,
Psalms 77:2É deiz va en̄krez em eûz klasket Doué, astennet em eûz va daouarn étrézég enn-han̄ a-zoug ann nôz; ha n’ounn két bét touellet. Va éné en deûz dinac’het pép dic’hlac’har.
Psalms 83:18Ha ra anavézin̄t pénaoz eo ann Aotrou da hanô, ha pénaoz n’eûz néméd-od a Uc’hel-meûrbéd enn douar holl. ———— LXXXIII. PSALM. Évid ann divez, évid ar gwaskellou, Psalm évit mipien Koré.
Psalms 130:6Ar péz a garé en deûz gréat ann Aotrou enn én̄v, enn douar, er môr, hag enn holl loun̄kou.