Levr Izaia 26
1Enn deiz-zé ann Aotrou a emwélô gan̄d hé glézé kalet, brâz ha kré, Léviatan ann aer spék, Léviatan ann aer widiluz; hag hén̄ a lazô ar môr-varc’h a zô er mor.
2Enn deiz-zé ar winien c’houék a ganô hé veûleûdi.
3Mé eo ann Aotrou a vîr anézhi; hé doura a rinn bépréd; gan̄d aoun na vé gwallet, é virann anézhi nôz-deiz.
4N’en em rôann két d’ar vuanégez; hôgen mar teû eur ré da stourmi ouz-in ével eur spernen hag eunn dréan, é kerzinn war-n-ézhan̄, hag é likiinn ann tân enn-han̄.
5Hag hén̄ a éréô va ners? Ra c’houlennô ar péoc’h digan-én̄, ra rai ar péoc’h gan-én̄.
6Grisiou Jakob a zavô; Israel a vleûn̄vô hag a gellidô, hag hi a leûniô gorré ar béd a frouez.
7Ha skôet en deûz-hén̄ gan̄t-han̄ ével ma en deûz skôet gan̄d ar ré hô deûz hé heskinet? Pé ha lazet en deûz-hén̄ ével ma en deûz lazet ar ré hô deûz hé lazet?
8Pa vézô distolet zô-kén, é varnô anézhan̄ gan̄d habaskded ha gan̄d azaouez; ann doaré a glaskô da zioulaad hé vuanégez, pa vézô-hî ar grouézusa da wélout.
9Dré-zé éta é vézô distolet hé fallagriez da di Jakob; hag ann holl frouez a vézô ann distol eûz hé béc’hed; pa en dévézô torret holl vein hé aoter ével mein râz, ha pa en dévézô diskaret aon holl goajou hag ann holl demplou.
10Râg ar géar gré a vézô disman̄tret, ar géar gaer a vézô kuitéet; dilézet é vézô ével eunn distrô; énô é peûrô al leûéou; énô é c’hourvézin̄t, hag é tebrin̄t géot.
11Hô éd a zizéc’hô hag a vézô mac’het dindân ann treid; merc’hed a zeui, hag a zeskô anézhé; rag ar bobl-zé né két fûr; ha dré-zé ann hini en deûz hé c’hréat, n’en dévézô két a druez out-han̄, hag ann hini en deûz hé zoaréet, na drugarézô két anézhan̄.
12Ha chétu pétra a c’hoarvézô: Enn deiz-zé ann Aotrou a skôi adaleg aoz ar ster bété froud ann Éjipt, ha c’houi, bugalé Israel, a vézô strollet a-unanou.
13Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô: Ar c’horn-boud a zonô-kaer, ar ré a oa bét tec’het a zistrôi eûz a zouar ann Assiried, hag ar ré a oa bét harluet a zistrôi eûz ann Éjipt, hag hî a azeûlô ann Aotrou war ar ménez san̄tel é Jéruzalem. ———— XXVIII. PENNAD. Disman̄tr rouan̄télez Éfraim. l. Gwâ ar gurunen a rogen̄tez, mezvierien Éfraim, ar vleûen vresk, hé c’hloar hag hé zudi, ar ré a choum é lein ann draon̄ien drûz, ar ré a horell gan̄d ar gwîn. 2 Chétu ann Aotrou kré ha galloudek a vézô ével eur c’hazarc’h herruz; ével eur gourven̄ten a dorr pép-trâ, ével eunn dic’hlann dour, en em skiñ war eur vrô éc’hon, hag a c’hôlô pép-tra. 3 Kurunen a rogen̄tez mezvierien Éfraim a vézô mac’het dindân ann treid. 4 Hag ar vleûen vresk-zé, gloar ha dudi ann hini a choum é lein ann draon̄ien drûz, a vézô hén̄vel oud eur frouez a zô éok ken̄t égét ré ann diskar-amzer; ann hini her gwél, her chémer enn hé zourn, hag hen debr kerken̄t. 5 Enn deiz-zé Aotrou ann arméou a vézô eur gurunen a c’hloar, hag eur vôden a zudi évid ann dilerc’h eûz hé bobl: 6 Hag eur spéred a reizded évid ann hini a vézô azézet évit barna, ha ners ar ré a zistrôi eûz ar brézel d’ar porz. 7 Ar ré-man̄ ivé gan̄d ar gwîn n’hô deûz két anavézet ar wirionez; ker mezô in̄t ma horellon̄t. Ar bélek hag ar profed a zô diwiziek gan̄d ar vézven̄ti, bévézet in̄t gan̄d ar gwîn, ker mezô in̄t ma horellon̄t, na anavézon̄t két ar wélédigez, na ouzon̄t mui pétrâ eo ar varn. 8 Ann holl daoliou a zô leun a zisloun̄k hag a louzdoni, ha n’eûz léac’h é-béd dizaotr. 9 Da biou é rôi ann Aotrou ar wiziégez eûz hé lézen? Da biou é rôi ar poell eûz hé c’hér? D’ar vugalé névez-dizounet, d’ar ré névez-tennet diouc’h ar vroun. 10 Râk desk, desk c’hoaz; desk, desk c’hoaz: gortoz, gortoz c’hoaz; gortoz, gortoz c’hoaz, eunn nébeûd aman̄; eunn nébeûd aman̄. 11 Râg enn eunn doaré all, enn eur iéz all é komzô oud ar bobl-zé; 12 Hén̄ péhini en dôa lavaret dézhan̄: Aman̄ éma va éhan, diskuizit ac’hanoun, aman̄ éma va fréskadurez; ha né két fellet d’ézhô hé zélaoui. 13 Hôgen ann Aotrou a lavarô d’ézhô: Desk, desk c’hoaz; desk, desk c’hoaz; gortoz, gortoz c’hoaz: gortoz, gortoz c’hoaz; eunn nébeûd aman̄; eunn nébeud aman̄: évit m’az ain̄t, ha ma kouézin̄t a-c’houen, ha ma vézin̄t brévet, ma kouézin̄t er spî, ha ma vézin̄t paket.
14Râk-sé sélaouit gér ann Aotrou, goapaérien, c’houi péré a zeû da aotrounia war va fobl a zô é Jéruzalem.
15Râk lavaret hoc’h eûz: Kévrédigez hon eûz gréat gan̄d ar marô, tréménet hon eûz marc’had gan̄d ann ifern. Pa zeûi ar skourjez ével eur froud, na gouézô két war-n-omp, ô véza ma hon eûz lékéat hor géd war ar gaou, ha ma hon eûz ar gaou da warézer.
16Râk-sé ann Aotrou Doué a lavar ével-henn: Chétu é likiinn da ziazez da Zion eur méan, eur méan arnodet, kornek, talvouduz-brâz, a vézô eunn diazez stard; néb a gréd na hastet két.
17Lakaad a rinn eur poéz d’ar varnédigez, hag eur ven̄t d’ar reizded; hag ar c’hazarc’h a zispennô géd ar gaou, hag ann douréier a gasô gan̄t-hô ar warez anézhan̄.
18Hô kévrédigez gan̄d ar marô a vézô torret, hag hô marc’had gan̄d ann ifern na vézô két startéet; pa zeûi ar skourjez ével eur froud, é viot mac’het gan̄t-hi.
19Kerken̄t ha ma teûi, hô kasô gan̄t-hi: râg hî a dréménô diouc’h ar min̄tin, hag a gerzô nôz-deiz; hag ar c’hlac’har hép-kén a rôi ar poell eûz ar péz a glévit.
20Kenn en̄k eo ar gwélé, mar kouéz unan d’ann traon̄; ker striz eo ar ballen, na hell két gôlei daou zén.
21Râg ann Aotrou a zavô, ével ma réaz war vénez ar rannou: buanékaad a rai, ével ma réaz é traon̄ien Gabaon, évit ma rai hé ôber, hé ôber a ziavéaz; évit ma rai hé ôber, hé ôber ker pell diout-han̄.
22Ha bréma na rît két a c’hoab, gan̄d aoun n’en em startché hô chadennou; râg ann Aotrou, Doué ann arméou, en deûz rôet da glévout d’in pénaoz é rai eunn dispenn hag eur rann brâz war ann douar.
23Rôit skouarn, ha sélaouit va mouéz; likiid évez ha sélaouit va lavar.
24Ha na arô két ann arer héd ann deiz évid hada, ha na zigorô két, ha na c’houennô két hé zouar?
25Pa en dévézô hé gompézet, ha na hadô két enn-han̄ git ha koumin; ha na lakai két enn-han̄ gwiniz, hag heiz, ha mell, ha charon̄s, pép-hini enn hé léac’h hag enn hé reiz?
26Râg hé Zoué en deûz rôet d’ézhan̄ ar poell, hag en deûz hé zesket.
27Râk na vac’heur két ar gît gan̄d ar bégou houarn; na dréméneur két rôdou ar c’harr war ar c’houmin: hôgen ar gît a zourneur gan̄d eur wialen, hag ar c’houmin gan̄d eur vâz.
28Ann éd bara a vréveur: hôgen ann hini a vac’h anézhan̄ n’her mac’h két bépréd; n’hen trémen két bépréd dindân rôdou ar c’harr, ha na vrév két bépréd ar c’hôlô gan̄d ar bégou houarn.
29Ha kémen̄t-sé a zeu diouc’h ann Aotrou, Doué ann arméou, évid diskouéza hé guzul brâz, ha rei da anaout hé reizded estlammuz. ———— XXIX. PENNAD. Disman̄tr Jéruzalem hag ar Judéa.