Levr Izaia 28:6
Sammet eo hô loéned évid mon̄d étrézég ar c’hresteiz. Enn eunn douar a c’hlac’har hag a an̄ken éz éon̄t, a béhini é teû al léon hag al léonez, ann aer-viber hag ar bazilik-nîch; hî a zoug hô madou war gein kézek, hag hô zen̄zoriou war gein kan̄valed, évid eur bobl ha na hellô két hô skoazella.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 11:16Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez: Dastum d’in dék dén ha tri-ugen̄t eûz a hénaoured Israel, péré a anavézi ével ar ré gôsa, hag ar ré zeskéta eûz ar bobl, hag é kasi anézhô é-tâl tabernakl ar gévrédigez, hag hô likii da choum énô gan-éz.
Deuteronomy 20:4Hag ar bélek ô kemérout ar gést eûz da zourn, hé lakai dirâg aoter ann Aotrou da Zoué.
Psalms 18:32Hon Doué péhini en deûz 1ékéat ann ners war va zrô, hag en deûz lékéat va hen̄t da véza dinam.
Psalms 46:11Aotrou ann arméou a zô gan-é-omp. Doué Jakob eo hon digémer. ———— XLVI. PSALM. Évid ann divez, évit mipien Koré, Psalm.
Proverbs 20:8Ar roué a zô azézet war drôn hé varn, a feltr pép drouk gan̄d hé zell.