The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 28

1Gwâ c’houi, bugalé argiluz, émé ann Aotrou, péré a râ ratosiou hép-z-oun; péré a aoz steûennou, ha né két dré va spéred; péré a laka péc’hed war béc’hed:

2Péré a ia da ziskenni enn Éjipt hép goulenni kuzul digan-én̄; ô lakaad hô kéd é skoazel Faraon, hag hô fisian̄s é skeûd ann Éjipt.

3Ha skoazel Faraon a vézô da véz d’é-hoc’h, hag hô fisian̄s é skeûd ann Éjipt da zismégan̄s d’é-hoc’h.

4Rak da brin̄sed a zô bét éat da Danis, ha da gannaded bétég Hanez.

5Hôgen saouzanet-brâz in̄t bét pa hô deûz gwélet ar bobl-zé, péhini na hellé két hô skoazella; péhini na hellé rei d’ézhô na ners na ken-ners, ha na oa d’ézhô néméd da véz ha da zismégan̄s.

6Sammet eo hô loéned évid mon̄d étrézég ar c’hresteiz. Enn eunn douar a c’hlac’har hag a an̄ken éz éon̄t, a béhini é teû al léon hag al léonez, ann aer-viber hag ar bazilik-nîch; hî a zoug hô madou war gein kézek, hag hô zen̄zoriou war gein kan̄valed, évid eur bobl ha na hellô két hô skoazella.

7Râk skoazel ann Éjipt a vézô gwân ha didalvez; dré-zé em eûz garmet diwar-benn kémen̄t-sé: Balc’hder hép-kén a gavi énô; éhan.

8Bréma éta skrîv war ar beûz, ha laka-hén̄ buan enn eul levr, évit ma vézô enn deiz divéza da desténi peûr-baduz.

9Râg eur bobl eo hag a hég ac’hanoun; bugalé gaouiad in̄t, bugalé ha na fell két d’ézhô sélaoui lézen Doué;

10Péré a lavar d’ar ré a wél: Na wélit két; ha d’ar ré a zell: Na zellit két évid-omp oud ar péz a zô reiz; livirit traou hétuz d’é-omp, gwélit faziou évid-omp.

11Pellait diouz-omp ann hen̄t; distrôit diouz-omp ar raven̄t; ra éhano san̄t Israel d’en em ziskouéza d’éomp.

12Râk-sé chétu pétrâ a lavar san̄t Israel: O véza ma hoc’h eûz distolet ar gér-zé; ma hoc’h eûz lékéat hô kéd war ann drouk-komz ha war ar safar, ha ma oc’h en em harpet war-n-ézhô:

13Râk-sé ar fallagriez-zé a gouézô war-n-hoc’h ével eur vôger uc’hel, pébini ô véza skarret, hag ô tiougani diskar, a gouéz enn-eunn-taol, pa na grédet két é oa daré da gouéza.

14Ha brévet eo, ével eul léstr prî a dorreur gan̄d strif, hép ma choum anézhan̄ eunn darbôd hép-kén hag a vé mâd da gémérout tân eûz ann oaled, pé da bun̄sa eur banné dour eûz a eur poull.

15Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué, san̄t Israel: Mar tistroit ha mar choumit é péoc’h, é viot salvet: enn tâv hag er géd é vézô hô ners. Ha né két fellet d’é-hoc’h sélaoui anézhan̄.

16Hag hoc’h eûz lavaret: É nép doaré; ha nî a dec’hô war varc’h; râk-sé hoc’h eûz tec’het. War gézeg eskuit é piñimp: râk-sé ar ré a iélô war hô lerc’h, a iélô c’hoaz buanoc’h.

17Eunn dén hép-kén a spoun̄tô mîl ac’hanoc’h; ha pemp anézhô hô lakai da déc’hout; kén na viot dilézet ével gwern eul léstr war eur ménez, hag ével eur bannier war eur grec’hien.

18Râk-sé ann Aotrou a c’hortoz ac’hanoc’h évid hô trugarézi; hag hén̄ en em uc’hélai ô trugarézi ac’hanoc’h; râg eunn Doué a reizded eo ann Aotrou. Euruz ar ré holl péré a laka hô géd enn-han̄.

19Râk pobl Sion a choumô é Jéruzalem, éhana a rî da wéla; da drugarézi a rai; kerken̄t ha ma en dévézô klévet klemm da vouéz, é respoun̄tô, d’id.

20Hag ann Aotrou a rôi d’é-hoc’h bara a an̄ken, ha dour a c’hlac’har; lakaad a rai pénaoz da gélenner n’az ai két kuît a zira-z-od, ha ma wélô da zaoulagad da gen̄télier.

21Ha da ziskouarn a glevô hé vouéz pa c’harmô adré d’id. Hé-man̄ eo ann hen̄t, kerz enn-han̄; ha na zistrô nag a zéou nag a gleiz.

22Neûzé é selli ével traou dizan̄tel lamennou da idolou arc’han̄t ha gwiskou da skeudennou aour; hag é tistoli anézhô ével lien saotret gan̄d ann amzeriou: Kéa er-méaz, a liviri d’ézhô.

23Glaô a vézô roet d’as hâd, é pé léac’h-bennâg m’az pézô hadet; da zouar a rôi kalz a éd gan̄t péhini é rî bara mâd; enn amzer-zé ann ein a gavô kalz a beûri enn da barkéier.

24Ha da éjenned ha da ézen iaouan̄k, péré hô deûz labouret da zouar, a zebrô édou a bép seurt, ével ma vézin̄t bét nizet war al leûr.

25War bép ménez, war bép krec’hien uc’hel e vézô gwélet goueriou ô rédek, enn deiz é péhini é vézô bét lazet kalz a dûd, ha ma vézô kouézet ann touriou.

26Goulou al loar a vézô ével goulou ann héol, ha goulou ann héol a vézô seiz gwéach brasoc’h, ével goulou seiz deiz kévret, enn deiz é péhini é liammô ann Aotrou gouli hé bobl, ha ma iac’hai hé c’hlâz.

27Chétu hanô ann Aotrou a zeû a bell; brâz é vézô hé frouden, ha diez da c’houzan̄vi: leûn eo hé vuzellou a vuanégez, hag hé déôd a zô ével eunn tân dévuz.

28Hé c’houéz a zô ével eur froud dic’hlannet, hag a ia bétég ar gouzouk évit kâs ar brôadou da-nétra, hag évit terri gwesken ar fazi a zalc’hé karvanou ar boblou.

29Kana a réot neûzé ével é nôzvez eur gwél lîd; hô kaloun a vézô laouen, ével ann hini a gerz diouc’h son ar zutel, évit piña war vénez ann Aotrou, étrézé kré Israel.

30Hag ann Aotrou a lakai da glevout gloar hé vouéz, hag a ziskouézô spoun̄t hé vréac’h gan̄t gourdrouzou hé frouden, gan̄t flamm eunn tân dévuz; hag hén̄ a dorrô pép-trâ gan̄d ar gourven̄tennou, ha gan̄d ar c’hazarc’h kalet ével ar vein.

31Assur, skôet gan̄d hé walen, a grénô diouc’h mouéz ann Aotrou.

32Ar walen a dréménô, hag a zeûi da véza stard; ann Aotrou hé lakai da arzaôi war-n-ézhan̄ diouc’h son ann daboulinou hag ann télennou; hag enn eur stourm téar é trec’hô anézhô.

33Pell zô eo bét aozet Tofet; aozed eo gan̄d ar roué; doun eo hag éc’hon; kalz a dân hag a geûneûd a vâg; c’houézaden ann Aotrou ével eur froud soufr hé laka da dana. ———— XXXI. PENNAD. Dieûb Jéruzalem.

← Levr Izaia 27Read In The App, Free →Levr Izaia 29 →

Study Levr Izaia 28

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566