Levr Izaia 32:13
Ar spern hag al linad a zavô enn hé ziéz, hag ann askol enn hé c’hréou; da wélé é vézô d’ann aéred, ha da beûrvann d’ann otruzed.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
12Hé zud-nobl na choumin̄t mui énô; hôgen hî a c’halvô eur roué, hag hé holl brin̄sed a iélô-da-nétra.
Cross References
Isaiah 5:6Hé lâkaad a rinn da véza dilézet; na vézô két divéget, na vézô két kaéet; hag é savô ann dréz hag ann drein war hé zro; hag é c’hourc’hémenninn d’ar c’hoabr na lézin̄t két a c’hlaô da gouéza war-n-ézhi.
Isaiah 7:23Chétu pétrâ a vézô enn deiz-zé: el lec’hiou holl é péré éz oa mil kéf-gwini, a dalié mil péz archan̄t, na vézô némét drein ha dréz.
Isaiah 22:12Hag hén̄ en deûz lavaret: Gwerc’hez péhini a dlé béza gwallet, merc’h Sidon, na fougéi mui; saô ha kéa dré vôr bété Kétim; ha na gavi két zôkén a éhan énô.
Jeremiah 39:8Hôgen enn hô zouez en em gavaz dék dén, péré a lavaraz da Ismahel: Na lâz két ac’hanomp; râk nî hon eûz ten̄zoriou enn hor parkéier, ha gwiniz, hag heiz hag éôl, ha mél. Hag hén̄ a éhanaz, ha n’hô lazaz két gan̄d hô breudeur.
Hosea 10:8Pétrâ a rinn-mé évidod, ô Éfraim; pénaoz é warézinn-mé ac’hanod, ô Israel? Pénaoz az tilézinn-mé ével Adama, az likiinn-mé ével Séboim? Trôet eo va c’haloun enn-oun; kéflusket eo gan̄d ar c’heûz.