Levr Izaia 32
1Tôstait, brôadou, ha sélaouit; ha c’houi poblou, likid-évez; ra zélaouô ann douar ha kémen̄d a zô enn-han̄, ar béd ha kémen̄d a zoug.
2Râk buanégez ann Aotrou a gouézô war ann holl vrôadou, hag hé frouden war hô holl arméou, hô dispenna a rai, lakaad a rai hô laza.
3Hô ré-lazet a vézô taolet-kuît, hag é savô fléar euz hô c’horfou marô: ar ménésiou a zeûi da danavaat gan̄d hô goad.
4Hag holl stéred ann én̄vou a wén̄vô, hag ann én̄vou en em rodellô ével eul levr; hag hî holl a gouézo, ével ma kouéz déliou ar winien hag ar fiézen.
5Râk va c’hlezé a zô en em vezviet enn en̄v; chétu é tiskennô war ann Iduméa, ha war eur bobl a lazinn, évid diskouéza va barnédigez.
6Klézé ann Aotrou a zô leûn a c’hoad: lardet eo gan̄t goad ann ein hag ar bouc’hed, gan̄t goad ann tourzed ar ré larta; râg ann Aotrou en deûz aozet eur sakrifiz é Bosra, hag eul lazérez brâz é douar Édom.
7Ann unikorned a ziskenno gan̄t-hô, hag ann tirvi gan̄d ar ré c’halloudéka anézhô; ann douar en em vezviô gan̄d hô goad, hag ar parkou en em lardô gan̄d hô lard.
8Rak deûet eo deiz ven̄jan̄s ann Aotrou, hag ar bloaz a varnédigez évit Sion.
9Hé froudou a drôi é pég, hag hé boultr é soufr; hag hé douar é pég leskédik.
10Na varvô két hé dân na nôz na deiz, hé môged a biñô da-vikenn; a-rumm-é-rumm é vézô glac’haret, na dréménô dén dré-z-hi a-héd ar c’han̄tvédou.
11Ar bon̄gors hag ann heûreûchin a zalc’hô anézhi; ann ibis hag ar vrân a choumô enn-hi. Ann Aotrou a astennô hé linen war-n-ézhi évid hé c’has-da-nétra hag ar c’hompézer évid hé dispenna.
12Hé zud-nobl na choumin̄t mui énô; hôgen hî a c’halvô eur roué, hag hé holl brin̄sed a iélô-da-nétra.
13Ar spern hag al linad a zavô enn hé ziéz, hag ann askol enn hé c’hréou; da wélé é vézô d’ann aéred, ha da beûrvann d’ann otruzed.
14Ann diaouled hag ann azéned-tirvi en em gavô énô, al loéned-vlévek a c’harmô ann eil oud égilé; énô é c’hourvézô ar môr-c’hrég, hag é kavô hé éc’hoaz.
15Enô e rai ann heûreûc’hin hé doull, hag é vagô hé heûreûc’hined biban; kleûza a rai war hô zrô, hag é tommô anézhô dindan-han̄; énô en em strollô ar skouled, hag en em barin̄t.
16Klaskit gan̄d évez é levr ann Aotrou, ha lennit; na fallô hini eûz ar ré-man̄, na choumô két unan héb en em gavout; râg ar péz a zô deûet er-méaz euz va génou a zô bét gourc’hémennet gan̄t-han̄, hag hé spéred eo en deûz hô strollet.
17Hén̄ eo a rai hô lôd dézhô, hag hé zourn a rannô ar vrô étré-z-hô gan̄t men̄t; da-vikenn é piaouin̄t anézhi, a-rumm-é-rumm é choumin̄t enn-hi. ———— XXXV. PENNAD. Gwellaen ar Judéa.