Levr Izaia 32:6
Klézé ann Aotrou a zô leûn a c’hoad: lardet eo gan̄t goad ann ein hag ar bouc’hed, gan̄t goad ann tourzed ar ré larta; râg ann Aotrou en deûz aozet eur sakrifiz é Bosra, hag eul lazérez brâz é douar Édom.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Samuel 25:10Ha David a lavaraz c’hoaz: Ével ma eo béô ann Aotrou, némét ma skôjé ann Aotrou gan̄t-han̄, pé é vé deûet ann deiz eûz hé varô, pé é vé diskaret ha lazet enn emgann.
Job 24:2Lôd a ziloc’h ar vein-harz, a skrâp ann dén̄ved, hag hô laka enn hô feûrvann.
Proverbs 11:24Lôd a rô ar péz a zô d’ézhô, hag a zô pinvidik bépréd; lôd all a skrab ar péz né két d’ézhô, hag a zô paour ével a gen̄t.
Isaiah 3:15Pérâg é mac’hit-hu va fobl, hag é vlon̄sit-hu penn ar béorien, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.
Ezekiel 34:18Ha né oa két a-walc’h d’é-hoc’h béza maget é peûrvann mâd, hép mac’ha gan̄d hô treid ann dilerc’h eûz ar peûrvann? Ha pa hoc’h eûz évet dour skléar, hoc’h eûz strafiḻet ann dilerc’h gan̄d hô treid.