Levr Izaia 33:10
Ar ré a vézô bét dasprénet gan̄d ann Aotrou a zistrôi, hag a zeui da Zion ô kana hé veûleûdiou; hag eul lévénez peûr-baduz a vézô war hô fennou; ann dudi hag al lévénez a choumo gan̄t-hô, ar c’hlac’har hag ar c’hlemvan a dec’hô diout-hô. ———— XXXVI. PENNAD. Sennachérib a gerz a-éneb ar Judéa.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Now will I rise, saith the LORD; now will I be exalted; now will I lift up myself.
In Context
Cross References
Psalms 7:6Sâv, Aotrou, enn da vuanégez: ha diskouéz da c’halloud é-kreiz va énébourien.
Psalms 12:6Geriou ann Aotrou a zô geriou glân; ével arc’han̄t tréménet dré ann tân, glanet er pri, ha karzet bété seiz gwéach.
Psalms 78:65Koulskoudé ann Aotrou a zihunaz, ével pa vé bét kousket, ével eunn dén kré goudé ma eo bét mezviet gan̄d ar gwin.
Isaiah 2:21Hag hén̄ a iélô é faoutou ar vein, hag é kéviou ar rec’hier, a zirâg aoun ann Aotrou, ha gloar hé veûrded, pa zavô évit skei war ann douar.
Isaiah 10:33Chétu ann trec’her, Aotrou ann arméou, a dorrô al léstrik enn hé frouden, hag ar ré uc’hel a gorf a vézô diskaret, hag ar ré vrâz a vézô vuéléet.