Levr Izaia 33
1Ann douar didûd ha dihen̄t en em laouénai, hag ann distrô a dridô, hag a vleuvô ével al lili:
2Hégina ha kellida a rai; gan̄t lévénez ha meûleûdigez é tridô: gloar al Liban a vézô roet d’ézhan̄, kaerded ar C’harmel ha Saron; hi hô-unan a wélô gloar ann Aotrou, ha skéd hon Doué-ni.
3Krévait ann daouarn laosk, ha nerzit ann daoulin diners.
4Livirit d’ar ré digaloun: Krévait, ha n’hô pézet két a aoun; chétu hô Toué a rôi da bép-hini hervez hé zellid; ann Aotrou hé-unan a zeûi hag a zieûbô ac’hanoc’h.
5Neûzé é vézô digoret daoulagad ar ré zall, ha diskouarn ar ré vouzar a glevô.
6Neûzé ann dén kamm a lammô ével eur c’harv, ha téôd ar ré vûd a vézô diéréet; râg ann douréier a zavô enn distrô, hag ar frouden enn dizarempred.
7Ann douar krâz a drôi enn eul lenn, hag ann douar séac’h é feun̄teûniou dour. Er c’héviou é péré ken̄t é choumé ann aéred, é savô ar c’hors hag ar broen glâz.
8Énô é vézô eur raven̄t hag eunn hen̄t, hag a vézô hanvet ann hen̄t san̄tel; ann dén saotr na dréménô két dré-z-han̄, hag eunn hen̄t éeun é vézô d’é-hoc’h, enn hévélep doaré na faziô két enn-han̄ ar ré ziskian̄t.
9Na vézô két a léon énô, na biñô két enn-han̄ a loen ferô, ha na choumô két énô; ar ré a vézô bét dieûbet a gerzô dré-z-han̄.
10Ar ré a vézô bét dasprénet gan̄d ann Aotrou a zistrôi, hag a zeui da Zion ô kana hé veûleûdiou; hag eul lévénez peûr-baduz a vézô war hô fennou; ann dudi hag al lévénez a choumo gan̄t-hô, ar c’hlac’har hag ar c’hlemvan a dec’hô diout-hô. ———— XXXVI. PENNAD. Sennachérib a gerz a-éneb ar Judéa.