Levr Izaia 33:2
Hégina ha kellida a rai; gan̄t lévénez ha meûleûdigez é tridô: gloar al Liban a vézô roet d’ézhan̄, kaerded ar C’harmel ha Saron; hi hô-unan a wélô gloar ann Aotrou, ha skéd hon Doué-ni.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Ann douar didûd ha dihen̄t en em laouénai, hag ann distrô a dridô, hag a vleuvô ével al lili:
3Krévait ann daouarn laosk, ha nerzit ann daoulin diners.
Cross References
Psalms 25:3Na raet két va énébourien goab ac’hanoun; râg ar ré holl a c’hortoz ac’hanod, na vézin̄t két reûstlet.
Psalms 33:22Ra zeûi, Aotrou, da drugarez war-n-omp; hervez ma hon eûz lékéat hor géd enn-od. ———— XXXIII. PSALM. Psalm David, pa névézaz hê zremm dirag Ac’himélec’h a lékéaz anézhan̄ er-méaz; hag hen̄ a iéaz-kuît.
Psalms 46:1Doué eo hor ménéc’hi, hag hon ners; hor skoazel eo bét enn en̄krézou brâz a zô deûet enn-drô d’é-omp.
Psalms 50:15Galv ac’hanoun é deiz ann en̄krez; mé az dieûbô, ha té a énorô ac’hanoun.
Psalms 62:1Ha na zoujô két va éné da Zoué, pa eo digan̄t-han̄ é teûiô va zilvidigez?
Psalms 62:8Likid hô kéd enn-han̄, holl strollad ar bobl, fennit hô kalounon dirâ-z-han̄: Doué a zô hor skoazel da-vikenn.