Levr Izaia 4:1
Enn deiz-zé seiz grég a gémérô eunn ozac’h, hag a lavaro: Hor bara a zebrimp, hag hon diḻad a wiskimp; ra vézô galvet hép-kén da hanô war-n-omp, hag hon dieûb eûz ann dismégan̄s.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 6:23Râk-sé Michol, merc’h Saül, n’é dôé mâb é-bét bété deiz hé marô. ———— VII. PENNAD. David a fell d’ézhan̄ sével eunn templ d’ann Aotrou: hôgen Doué a rô da anaout d’ézhan̄ pénaoz é vézô savet gan̄d hé vâb.
Isaiah 2:17Hag uc’helded ann dén a vézô izéléet, ha balc’hder ar ré vrâz a vézô vuéléet, hag ann Aotrou hép-kén a vézô uc’héléet enn deiz-zé.
Isaiah 10:20Chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé: Ar ré a vézô choumet eûz a Israel, hag ar ré eûz a dî Jakob a vézô tec’het, n’en em harpin̄t mui war ann hini a skôé war-n-ézhô; hôgen en em harpa a rain̄t war ann Aotrou, san̄t Israel, gan̄t gwirionez.
Isaiah 17:7Enn deiz-zé ann dén a stôuô dirâg hé Grouer, hag hé zaoulagad a zellô out San̄t Israel.
Luke 1:25Ann Aotrou en deûz gréat kémen̄t-man̄ d’in enn deisiou-man̄, é péré en deûz selled ouz-in évit va zenna eûz ann dismégan̄s é péhini édoun dirâg ann dûd.