Levr Izaia 4
1Enn deiz-zé seiz grég a gémérô eunn ozac’h, hag a lavaro: Hor bara a zebrimp, hag hon diḻad a wiskimp; ra vézô galvet hép-kén da hanô war-n-omp, hag hon dieûb eûz ann dismégan̄s.
2Enn deiz-zé, gwenn ann Aotrou a vézô uc’héléet hag énoret, ha frouez ann douar a vézô gorréet, hag ar ré a vézô bét dieûbet eûz a Israel a vézô laouénéet.»
3Ha chétu pétrâ a vézô: kémen̄d hini a vézô bét dilézet é Sion, hag a vézo choumet é Jéruzalem, a vézô hanvet san̄t, kémen̄d hini a vézô bét skrivet hé hanô é-touez ar ré véô é Jéruzalem:
4Goudé ma en dévézô ann Aotrou glanet saotrou merc’hed Sion, ha gwalc’het ar goad a zô enn hé c’hreiz, gan̄d eur spéred a reizded, hag eur spéred a véôder.
5Hag ann Aotrou a lakai da zével war holl vénez Sion, hag el léac’h ma eo azeûlet, eur goabren déval héd ann deiz, ha skéd eur flamm béô héd ann nôz; râg hén̄ a warezô hé c’hloar é pép léac’h.
6Hé dabernakl a vézô da zishéol d’é-omp é-pâd grouéz ann deiz, ha da wasked, ha da vôden a-énep ann arné hag a-énep ar glaô. ———— V. PENNAD. Dizanaoudégez bugalé Israel.