Levr Izaia 40:11
Ra zavô hô mouéz ann distrô hag ar c’hériou; enn tiez é choumô Sédar; meûlit ann Aotrou, c’houi péré a choum er réc’hier, garmit eûz a lein ar ménésiou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
12Gloar ann Aotrou a embannin̄t, hag é veûlin̄t anézhan̄ enn énézi.
Cross References
Psalms 28:9Dieûb da bobl, Aotrou, ha bennig da zigwéz; ha rén anézhô, ha sav anézhô da-vikenn. ———— XXVIII. PSALM. Évit peûr-ôbéridigez ann Tabernakl, Psalm David.
Psalms 80:1Té péhini a rén Israel, sélaou; té péhini a gâs Jozef ével eunn dan̄vad. Té péhini a zô azézet war ar gérubined, en em ziskouéz,
Isaiah 49:9Sâv, sâv, kémer da ners, bréac’h ann Aotrou; sâv ével enn deisiou kôz, ével é penn ar béd. Ha né két té éc’h eûz skoet gan̄d ann dén rôk, hag éc’h euz glazet ann aérouan̄t?
Ezekiel 34:12Ével ma emwél ar méser hé dropel, enn deiz ma en em gav é-kreiz hé zén̄ved a oa bét skiñet; ével-sé é emwélinn va dén̄ved, hag é tieûbinn anézhô eûz ann holl léc’hiou é péré é vézin̄t bét skiñet enn deiz a goabr hag a dévalien.
Ezekiel 34:16Ar ré a oa dian̄ket a glaskinn, hag ar ré a oa kouézet a zavinn, hag ar ré a oa gouliet a liénenninn, hag ar ré a oa toc’hor a grévainn, hag ar ré a oa lard ha kré a virinn; ha mé hô faskô gan̄t barnédigez.