The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 40

1Chétu va servicher; hé zigémérout a rinn; va dilennet é péhini em eûz lékéat va holl garan̄tez; lékéat em eûz va spéred war-n-ézhan̄, hag hén̄ a embannô ar varn d’ar brôadou.

2Na c’harmô két, n’en dévézô azaouez é-béd évid dén, ha na vézô két klévet hé vouéz er-méaz.

3Na dorrô két ar gorsen diskaret, ha na vougô kéd ar boulc’hen a zivôgéd; er wirionez é rôi ar varn.

4Na vézô na trist, na téar, kén na lakai ar varn war ann douar; hag ann énézi a c’hédô hé lézen.

5Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué, péhini en deuz krouet ann én̄vou, hag en deûz hô lédet; péhini en deûz startéet ann douar, ha kémen̄d a gresk enn-han̄; péhini en deûz rôet ar c’houéz d’ar bobl a zô war-n-ézhan̄, hag ar spéred d’ar ré a gerz war-n-ézhan̄.

6Mé eo ann Aotrou em eûz da c’halvet er reizded, em eûz da géméret dré da zourn, hag em eûz da viret; hag em eûz da rôet da gévrédigez ar bobl, ha da c’houlou ar brôadou,

7Évit ma tigori daoulagad ar ré zall, ma tenni eûz ar chaden ar ré chadennet, ma likii er-méaz eûz ar vac’h ar ré a zô azézet enn dévalien.

8Mé eo ann Aotrou; hen-nez eo va hanô. Na rôinn két va gloar da eunn all, na va meûleûdi da skeûdennou kizellet.

9Ar péz a zô bét diouganet da gen̄ta, a zô bét sévénet; chétu mé a ziougan traou névez; abarz ma vézin̄t sévénet, hô rôinn da anaout d’é-hoc’h.

10Kanit d’ann Aotrou eur ganaouen névez, embannit hé veûleûdi eûz a benn ann douar, c’houi péré a ziskenn war ar môr, ha war hé holl c’horré; c’houi, énézi, ha c’houi péré a choum enn-hô.

11Ra zavô hô mouéz ann distrô hag ar c’hériou; enn tiez é choumô Sédar; meûlit ann Aotrou, c’houi péré a choum er réc’hier, garmit eûz a lein ar ménésiou.

12Gloar ann Aotrou a embannin̄t, hag é veûlin̄t anézhan̄ enn énézi.

13Ann Aotrou a iélô er-méaz ével eunn dén kré; ével eunn dén-a-vrézel é kreskô hé oaz; hén̄ a iouc’hô, hén̄ a c’harmô; tréac’h é vézo d’hé énébourien.

14Tavet em eûz bétég-henn, dilavar hag habask ounn bét; ével eur c’hrég é gwilioud é klemminn; disman̄tra, dispenna a rinn pép-trâ.

15Ar ménésiou hag ar c’hrec’hiennou a likiinn da véza ével eul léac’h distrô, hag é wévinn hô holl c’héot; é énézi é trôinn ar steriou, hag é tizec’hinn al lennou.

16Ar ré zall a gasinn enn eunn hen̄t ha na anavézon̄t két; hag hô lakaad a rinn da gerzout dré raven̄chou ha na anavézon̄t két; lakaad a rinn ann dévalien da drei é goulou dira-z-hô, hag ann traou kamm é traou éeun. Kémen̄t-sé a zévéninn enn hô c’hén̄ver, ha n’hô dilezinn két.

17Ar ré a laka hô fisian̄s é skeûdennou kizellet a iélô war hô c’hîz; gôlôet é vézin̄t a véz, hî péré a lavar da skeudennou teûzet: C’houi eo hon douéed. 13 Tûd vouzar, klevit, tûd zall, digorid hô taoulagad, ha gwélit.

18

19Piou a zô dall, ma n’eo va servicher? Ha bouzar, ma n’eo ann hini da biou em eûz kaset va c’hannaded? Piou a zô dall, ma n’eo ann hini a zô en em werzet hé-unan? Piou a zô dall, ma n’eo servicher ann Aotrou?

20Té péhini a wél kémen̄d a draou, ha na arvesti két? Té péhini a zigor da ziskouarn, ha na glévi két?

21Fellet eo bét gan̄d ann Aotrou é teûjé hé bobl d’hé énori, da veûli hé lézen, ha d’hé uc’hélaat meurbéd.

22Hôgen ar bobl-zé a zô bét dismantret ha gwastet; é rouéjou ann dûd iaouan̄k in̄t bét paket, hag é gwéled ar bac’hiou in̄t bét kuzet; é sklavérez in̄t bét kaset, ha dén n’en deûz hô dieûbet; preizet in̄t bét, ha dén n’en deûz lavaret: Distol.

23Piou ac’hanoc’h a glev kémen̄t-man̄, a laka évez, hag a gréd enn traou da zon̄t? 21 Piou en deuz lézet Jakob é preiz, hag Israel é diwisk? Ha né két ann Aotrou hé-unan a-énep piou hon eûz péc’het? Râk né két fellet d’ézhô kerzout enn hé hen̄chou, ha sen̄ti oud hé lézen.

24

25Rak-sé en deûz skuḻet war-n-ézhan̄ hé vuanégez hag hé frouden, hag eur gwall vrézel; lékéat en deûz ann tân war hé drô hép ma wié; hé zévet en deûz hép ma poellé. ———— XLIII. PENNAD. Disman̄tr Babilon. Dieûb Israel.

← Levr Izaia 39Read In The App, Free →Levr Izaia 41 →

Study Levr Izaia 40

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566