Levr Izaia 40:22
Hôgen ar bobl-zé a zô bét dismantret ha gwastet; é rouéjou ann dûd iaouan̄k in̄t bét paket, hag é gwéled ar bac’hiou in̄t bét kuzet; é sklavérez in̄t bét kaset, ha dén n’en deûz hô dieûbet; preizet in̄t bét, ha dén n’en deûz lavaret: Distol.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 13:33Hag hî a wall-vrudaz, dirâk bugalé Israel, ar vrô hô dôa gwélet, ô lavarout: Ann douar hon eûz kerzet ébars a zebr ar ré a choum enn-han̄; ar bobl hon eûz gwélet enn-han̄ a zô hé vent brâz-meûrbed. (M).
Job 22:14Enn eur goabren eo kuzet, ha na zell két ouz-omp; hag hén̄ a valé eûz ann eil penn d’égilé eûz ann én̄v.
Job 36:29Hén̄ péhini a léd ar c’hoabr, ével da delt d’ézhan̄:
Job 38:4Péléac’h édoz pa daolenn diazez ann douar? Lavar-hén̄ d’in, ma her gwézez.
Psalms 29:10Ann Aotrou eo a laka ann dic’hlann da choum; hag ann Aotrou a azézô da roué da-vikenn.
Psalms 102:25Té Aotrou, er penn-ken̄ta éc’h eûz diazezet ann douar; ha labour da zaouarn eo ann én̄vou.