Levr Izaia 41:12
Mé eo em eûz diouganet, hag em euz salvet: rôet em eûz da glevout, ha n’eûz két bét a zoué a-ziavéaz enn hô touez; c’houi eo va zestou, émé ann Aotrou, ha mé eo Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
11Mé eo, mé eo ann Aotrou, ha n’eûz két a zalver hép-z-oun.
Cross References
Job 20:7Enn divez é vézô kollet ével teil; hag ar ré hô dôa hé wélet, a lavarô: Péléac’h éma?
Isaiah 17:14Diouc’h ar pardaez é oan̄t saouzanet; diouc’h ar min̄tin na vézin̄t mui. Chétu lôd ar ré hô deûz hor gwastet, ha darvoud ar ré hô deûz hor preizet. ———— XVIII. PENNAD. Disman̄tr ann Étiopia. l. Gwâ ann douar a ra trouz gan̄d hé ziou-askel, a zô enn tû all da steriou ann Étiopia; 2 A gâs hé gannaded war ar môr, ha war listri broenn war ann douréier. Iit, élez skan̄v, étrézég eur vrôad direizet ha diroget; étrézeg eur bobl eûzuz, eûzuz dreist ar ré all; étrézég eur vroad a c’hortoz hag a zô mac’het, hag a zô skrapet hé douar gan̄d ar steriou. 3 Holl dûd ar béd, c’houi péré a choum war ann douar, pa vézô savet ann arouéz war ar ménésiou, c’houi hé gwélô, hag a glevô soun ar c’horn-boud: 4 Rak chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou din: Choum a rinn enn éhan, hag ec’h arvestinn eûz al léac’h é péhini émounn, ével eur c’houlaouen ker skléar hag ann héol da grésteiz hag ével eur goabren glîz é amzer ar médérez. 5 Râg abarz ar médérez é vleûñô bépréd, hag é kellidô héb éogi; hag hé skourrouigou a vézô trouc’het gan̄d ar falc’h; hag ar péz a vézô choumet, a vézô skéjet ha taolet pell. 6 Hag hî a vézô lézet da evned ar ménésiou, ha da loéned ann douar; hag ann evned a choumô war-n-ézhô a-héd ann han̄v, hag holl loéned ann douar a c’hoan̄vô war-n-ézhô. 7 Enn amzer-zé é vezô digaset eur rô da Aotrou ann arméou gan̄d eur bobl dirannet ha diroget; gan̄d eur bobl heûzuz dreist ar ré all; gan̄d eur vrôad a c’hédé, a c’hédé hag a oa mac’het; a zô bét dic’hlannet ar steriou war hé douar: el léac’h ma eo galvet hanô Aotrou ann arméou, war vénez Sion. ———— XIX. PENNAD. Ann Éjipt gourdrouzet ha dieûbet.