Levr Izaia 41
1Ha bréma chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, péhini en deûz da grouet, ô Jakob, péhini en deûz da c’hréat, ô Israel: N’az péz kéd a aoun; râk da zasprénet em eûz, da c’halvet em eûz dré da hanô; d’in oud.
2Pa dreûzi ann douréier, é vézinn gan-éz, hag ar steriou n’az gôlôin̄t két; pa gerzi dré ann tân, na vezi két dévet, hag ar flamm n’az loskô két:
3Râk mé eo ann Aotrou, da Zoué, san̄t Israel, da Zalver; rôet em eûz ann Éjipt, ann Étiopia ha Saba évid da zaspréna.
4Abaoé ma oud deuet da véza énoruz dira-z-oun, ha meûleûduz, em eûz da garet; hag é rôinn ann dûd évid-od, hag ar boblou évid da vuez.
5N’az péz két a aoun, râg gan-éz émounn: eûz ar sâv-héol é tigasinn da hâd, hag eûz ar c’hus-héol é strollinn ac’hanod.
6Mé a lavarô d’ann han̄ter-nôz: Rô; ha d’ar c’hrésteiz: Na harz két; digas va mipien a bell, ha va merc’hed eûz a bennou ann douar.
7Ha kémen̄d-hini a c’halv va hanô, évit va gloar eo em eûz hô c’hrouet, em eûz hô doaréet, em eûz hô gréat.
8Kâs er-méaz ar bobl dall, ha daoulagad d’ézhan̄; ar bobl bouzar, ha diskouarn d’ézhan̄.
9R’en em strollô ann holl vrôadou, r’en em zastumô ann holl boblou: piou enn hô touez en deûz diouganet kémen̄t-sé, ha rôet da anaout d’é-omp ar péz a zô bét c’hoarvézet ken̄t? Rôen̄t hô zestou, diskouézen̄t ar wirionez; hag é vézin̄t sélaouet, hag é vézô lavaret d’ézhô: Gwir eo.
10C’houi eo va zestou, émé ann Aotrou, ha va zervicher em eûz dilennet; évit ma wiot, ha ma krédot, ha ma poellot pénaoz eo mé va-unan a zô: em raok n’eûz két bét doaréet a zoué, ha na vézô két war va lerc’h.
11Mé eo, mé eo ann Aotrou, ha n’eûz két a zalver hép-z-oun.
12Mé eo em eûz diouganet, hag em euz salvet: rôet em eûz da glevout, ha n’eûz két bét a zoué a-ziavéaz enn hô touez; c’houi eo va zestou, émé ann Aotrou, ha mé eo Doué.
13Mé eo a zô adaleg ar penn-ken̄ta, ha dén na hell tenna ar péz a zô em dourn. Mar grann eunn dra, piou a harzô ouz-in?
14Ével-henn é lavar ann Aotrou, hô taspréner, san̄t Israel: Enn abek d’é-hoc’h em eûz kaset da Vabilon, hag em eûz diskaret hé holl harzou, hag ar C’haldéed, péré a lékéa hô fisian̄s enn hô listri.
15Mé eo ann Aotrou, hô san̄t, krouer Israel, hô roué.
16Ével-henn é lavar ann Aotrou, péhini en deûz gréat eunn hen̄t er môr, hag eur raven̄t é douréier froud;
17Péhini en deûz digaset ar c’hirri hag ar c’hézek, ann armé hag hé holl ners; hôgen gourvézet in̄t kévret, ha na zavin̄t mui; mouget ha lazet in̄t bet ével eur boulc’hen.
18N’hô pézet két a goun eûz ann traou ken̄t, ha na likiid kéd a évez oud ann traou kôz.
19Chétu éz ann da ôber traou névez: bréma é téraouin̄t, ha c’houi hô anavézô. Eunn hen̄t a rinn enn distrô, hag é likiinn steriou da rédek enn eur vrô né helleur két mon̄d ébars.
20Al loéned férô, ann éréven̄t hag ann otruzed a veûlô ac’hanoun, ô véza ma em euz rôet dour el léc’hiou distrô, ha steriou el lec’hiou né helleur két tostaat out-hô (T), évit ma rôjenn da éva d’am pobl, d’ann hini em eûz dilennet.
21Ar bobl-zé em eûz doaréet évidoun, va meûleûdi a embannô.
22N’éc’h eûz két va galvet, Jakob; n'oud két bét skuîz ouc’h va servicha, Israel.
23N’éc’h eûz két kenniget din tourzed da zakrifiz-losk, na n’éc’h eûz két va énoret gan̄d da viktimou; n’em eûz két da rediet da genniga hostivou d’in, n’em eûz két rôet ar boan d’id da glask ézan̄s.
24N’éc’h eûz két prénet d’in louzou-c’houés-vâd gan̄d da arc’han̄t, n’éc’h eûz két va leûniet, gan̄t lard da hostivou. Hôgen va lékéat éc’h euz da sklâv gan̄d da béc’héjou, poan éc’h eûz gréat d’in gan̄d da fallagriézou.
25Mé eo, mé eo va-unan a zistol diwar-n-oud da fallagriézou enn abek d’in, ha n’em bézô mui a goun euz da béc’héjou.
26Digas ann én̄vor d’in, hag é vreûtaimp kévret; lavar ma éc’h eûz eunn dra évid en em zidamallout.
27Da dâd ken̄ta en deûz péc’het, ha da lézennérien a zô bét dizen̄t em c’héver.
28Râk-sé em eûz diskouézet saotr prin̄sed ar san̄tuar, em eûz rôet Jakob d’ar marô, hag Israel d’ar vézégez. ———— XLIII. PENNAD. Meûrded Doué. Distervez ann idolou.