Levr Izaia 41:4
Abaoé ma oud deuet da véza énoruz dira-z-oun, ha meûleûduz, em eûz da garet; hag é rôinn ann dûd évid-od, hag ar boblou évid da vuez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 40:12Gloar ann Aotrou a embannin̄t, hag é veûlin̄t anézhan̄ enn énézi.
Isaiah 41:20Al loéned férô, ann éréven̄t hag ann otruzed a veûlô ac’hanoun, ô véza ma em euz rôet dour el léc’hiou distrô, ha steriou el lec’hiou né helleur két tostaat out-hô (T), évit ma rôjenn da éva d’am pobl, d’ann hini em eûz dilennet.
Isaiah 42:24Ével-henn é lavar ann Aotrou, péhini en deûz da zasprénet, péhini en deûz da zoaréet é kôv da vamm: Mé eo ann Aotrou a râ pép-trâ, a astenn ann én̄vou va-unan, a starta ann douar, ha dén gan-én̄.
Isaiah 44:6C’houi a denn aour euz hô ialc’h, hag a boéz arc’han̄t gan̄d ar valan̄s, hag a gémer eunn orféber, évid ôber eunn doué; ma vézô stouet dira-z-han̄, ha ma vézô azeûlét.
Isaiah 46:10Chétu em eûz da c’hlanet enn tân; nann ével ann arc’han̄t; da zilennet em eûz é fournigel ar baourentez.